Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kinniget eo bet enklask ar Rannvro war hor yezhoù
Kinniget eo bet enklask ar Rannvro war hor yezhoù © Radio France - Pauline Kerscaven

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 4 octobre 2018 Durée : 7min

An enklask nevez war hor yezhoù eo deuet maez, ha souezhadennoù a zo ! Fañch : distro ar familh dirak al lez-varn.

207 000 brezhoneger.ez a zo hiriv-an-deiz !  

207.000 den a gomz brezhoneg hiriv-an-deiz, da lavaret eo 5% deus ar boblañs. Kinniget e oa bet, disoc’hoù an enklask sokioyezhoniel, goulennet gant ar rannvro ha savet gant an institud TMO.  Disoc'hoù dreist-ordinal neuze peogwir e krede an holl e vije bet ar sifroù war zigresk. Met bezañ gouest da gaozeal brezhoneg n'eo ket kaozeal da vat. Selaouit displegadurioù Pauline Kerscaven gant Fañch Broudic, prezidant ar bodad enklask, Lena Louarn, bez-prezidantez Rannvro Breizh ha Bernez Rouz prezidant Kuzul sevennadurel Breizh.   

Fañch : distro ar familh dirak al lez-varn  

Mont a raio Fañch bihan hag e dud dirak al lez-varn en-dro. Savet o deus galv eus diviz lez-varn Kemper warlene. Nac'het e oa bet e vefe deus un dildenn war anv Fañch warlene. Studiañ a raio lez-varn Roazhon an afer-se dilun neuze. Difennet 'vo ar familh gant un alvokad ar wech-mañ ha skoazellet gant tud an Emsav 'giz Padrig an Habask. 

Diviz ar Yaou : kendalc'h meur maerezed ha maered Penn-ar-Bed  

Kendalc'h meur maered ha maerezed Penn-ar-Bed a zo betek warc'hoazh da noz e Brest. Un darvoud a-feson evit kaozeal diwar-benn buhez kumunioù ar vro. Penaos ober gant digresk ar yalc'hadoù publik ? Penaos sikour ha derc'hel komersanted ar c'humunioù ? Mont a rint adarre war ar renk e 2020 ? Adselaouit an diviz amañ.