Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Jean hag Henriette Pétillon gant tresadennoù René Pétillon
Jean hag Henriette Pétillon gant tresadennoù René Pétillon © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 5 octobre 2018 Durée : 10min

Lidet eo bet obidoù René Pétillon. E vreur hag e c'hoar gaer n'eus degemeret ac'hanomp evit kontañ kaoz diwar-benn e vuhez. Falc'herien OGK a oa e-barzh ha dirak archerdi Gwengamp. Lañset e vo kib ar c'hampionezet evit kleub ar BBH warc'hoazh.

René Pétillon : "tresañ, tresañ, tresañ e rae atav" hervez e vreur   

Lidet eo bet obidoù René Pétillon hiriv e Pariz. Oajet e oa a 72 vloaz. Jean hag Henriette Pétillon, breuer ha c'hoar gaer an treser, o deus asantet respont d'omp goulennoù. Bet omp bet da welet anezho en o zi e Brest. Pennad-komz gant Jean hag Henriette Pétillon.   

Falc'herien e ti an archerien  

Ouzhpenn un hanterkant falc'her OGK a oa dirak archerdi Gwengamp da greizteiz. Goulennatet e veze seizh anezho gant ar jañdarmed. E fin miz Eost, oa aet kant stourmer e-barzh un uzin e Groñvel. Stanket o doa mont e-barzh an embregerezh. Savet klemm n'oa graet Triskalia. Pennad-komz gant Jil, ur falc'her OGK.   

Brest Bretagne Handball : ober gwelloc'h ar bloaz-mañ e Lig ar c'hampionezed   

Kroget e vo warc'hoazh gant lig ar c'hampionezed gant merc'hed ar BBH. Da 3e goude lein e c'hoario merc'hed skipailh mell-dorn Brest a-enep Kopenhague. Diaes oa bet ar c'hampionad european warlene met gwelloc'h e vo ar c'hoarierezed ar bloaz-mañ eme Marianne, ur suporterez.