Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Fañch war ar skalieroù dirak al lez-varn
Fañch war ar skalieroù dirak al lez-varn © Radio France - Maxime Bossoney

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 8 octobre 2018 Durée : 11min

Fañch a oa dirak al lez-varn hiriv e Roazhon evit difenn e dildenn. Skiantourien ar Giec a lak gwask evit difenn an en-dro. Goulennet vez da skolidi Fouesn chom hep sellet ouzh o zele e-pad ur sizhunvezh.

Fañch : 'benn an 19 a viz Du e vo embannet ar varnedigezh

Oajet eo a ur bloaz hanter ha dirak al lez varn galv e Roazhon e oa dija. Fañchig bihan a oa gant e vamm, e dad hag e alvokad, evit difenn an dildenn en e anv-bihan. Nac'het e oa bet ur bloaz-zo gant lez-varn Kemper. 50 den a oa deuet d'o skoazell, en o zouez e oa Per-Vari Kerloc'h, drouiz meur ar Gorsedd Breizh. Alvokad meur lez-varn galv Roazhon n'eus embannet hiriv e oa a-enep an dildenn. Diviz al lez-varn a vo embannet d'an 19 a viz Du.

Mallus eo talañ ouzh ar cheñchamant hin eme ar Giec

'Benn 2030 e vo kresket an temperadur a un derez hanter. Setu disoc'h un enklask meur aozet gant ar Giec hag embannet hiriv. Poent bras e vefe eilpennañ hon ekonomiez hervez ar skiantourien. Gwenole Gevell, zo bet o labourat e Meteo France.

Ur sizhunvezh hep sellet ouzh an tele

Kinniget zo bet d'ar vugale skoliataet e skol Itron-Varia an Esperañs, e Fouen, chom hep sellet ouzh ar skrammoù e-pad ur sizhunvezh. Tik eo ar re yaouank da chom stag ouzh o zablennoù niverel, o zele, pe c'hoazh hezoug o zud. Pennadoù-komz gant Tristan, Léa, Chloé, Valentine hag o c'helennerez Kristen Calvez.