Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Jean-Claude Mear (dehoù), kiger kozh Gad gant e rener nevez, Jean-Luc Rungoat hag e vab
Jean-Claude Mear (dehoù), kiger kozh Gad gant e rener nevez, Jean-Luc Rungoat hag e vab © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 10 octobre 2018 Durée : 11min

"Les illettrées" : ur film diwar-benn gopridi kozh Gad, pennad-komz gant ur c'higer kozh deus Lambaol. Pres 'zo war ar suporterien gwelet skipailh melldroad melldroad Bro Frañs 'enep da Island e Gwengamp. Ur gevredigezh evit skoazell ar vugale e traoñv Penn-ar-Bed.

"Les illettrées" : ur film war vuhez ar gopridi pemp bloaz goude freuzstal Gad   

D'an 11 a viz Here 2013 e oa bet prennet dorioù al lazhti Gad e Lambaol Gwimilio. C'hoant n'eus bet ar sevenner Philippe Guilloux mont da welet ar gopridi kozh. Savet zo bet gantañ ur film anvet Les illettrées. Awenet eo bet eveljust an titl gant komzioù Emmanuel Macron. Lavaret en doa e oa darn deus gopridi al lazhti dizesk. Skignet 'vo film Philippe Guilloux diriaou da noz e sal sinema Lanntivizio. Ha mont a raio sur Jean-Claude Mear, bet kiger e Gad e-pad ugent vloaz. "Ur familh e oa Gad" emezañ.   

Kampioned ar bed war dachenn ar Roudourou   

Da 9e noz warc'hoazh da noz e c'hoario skipailh melldroad Bro Frañs 'enep da hini Island e stad ar Roudourou e Gwengamp. Peseurt sell o deus annezidi an hanternoz ouzh hor Breizh ? "Anaoudeg a-walc'h int" eme Olof Petursdottir, un islandez brezhonegerez. Deuit'ta da gemer perzh ivez ! Kinniget e vo deoc'h abadennoù ispisial gant skipailh FBBI adalek 17e ha betek 19e45. 

Diviz ar Yaou a vo lusket war-eeun deus bro Dreger gant Pauline Kerscaven.  

Skoazell ar vugale gant diaesterioù er skol  

Kinnig ur skoazell skol digoust ha d'an holl, setu pal ar gevredigezh "T'es Cap", savet 11 vloaz 'zo bremañ e bro Gerne. Kinnig a ra "T'es Cap" e servij e-barzh ouzhpenn pevar ugent kumun e su Penn ar Bed. Tud a-youl-vat ha yaouankizoù gant ar servij sivik a vez dreist-holl o luskañ ar skoazell-skol. Merc'h Gaedig ar Rouz he doa diaesterioù 'pad ar c'hentañ derez. "T'es Cap" 'n eus sikouret anezhi da vont war-raok gant ar skol. Hag ezhommoù tud a-youl-vat a vez evit "T'es Cap", an titouroù klok a zo da gaout war bajenn Facebook ar gevredigezh.