Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Miliadoù a dud deuet da welet ar re c'hlas e stad ar Roudourou
Miliadoù a dud deuet da welet ar re c'hlas e stad ar Roudourou © Maxppp - Nicolas Créac'h

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Un abadenn ispisial zo bet fenoz, war eeun deus tavarn al lapin ruz e Gwengamp a-raok ar match etre Bro Island ha Bro C'hall. Komzet hon oa ivez diwar-benn priz an eoul-mein, dedennus e teu da vezañ prenañ ur c'harr-tan tredan !

Kampioned ar bed e stad ar Roudourou emberr !  

Da 9e emberr e vo roet lañs d'ar c'hrogad etre Bro Frañs ha Bro Island e stad ar Roudourou. Un digarez a-feson evidomp mont da luskañ un abadenn war-eeun deus tavarn al lapin ruz e Gwengamp.  

Diviz ar Yaou gant Pauline Kerscaven war-eeun deus tavarn al lapin ruz !    

Gwelloc'h prenañ ur c'harr-tan tredan hervez an UFC-Que Choisir  

Ker-ruz eo an eoul-mein er mare-mañ. Ouhzpenn un euro hanter-kant sañtim al litrad eo. O poauez embenn ur studiadenn emañ an UFC Que Choisir. Hervez ar gelaouenn, ma prenit ur c'harr tan tredan, dindan pevar bloavezh e teu da vezañ marc'hadmatoc'h kaout anezhi skoaz unan esañs pe diesel. Daou vloaz'zo oa bet prenet ur c'harr-tan tredan gant Gwenaelle Karadeg 'benn saotrañ neubeutoc'h dreist-holl.