Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Yvon hag Henri Morvan. Emañ ar vredeur o lidañ ho 60vet deiz-ha-bloaz war al leurenn.
Yvon hag Henri Morvan. Emañ ar vredeur o lidañ ho 60vet deiz-ha-bloaz war al leurenn. © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Pauline Kerscaven

Diffusion du vendredi 12 octobre 2018 Durée : 11min

Keleier ar vro e brezhoneg. Atersadenn gant Henri hag Yvon : emañ ar vreudeur Morvan o lidañ ho 60vet deiz-ha-bloaz war al leurenn. Atersadenn gant Manon Sabot, doktoradez war cheñchamant an hin.

Ar vreudeur Morvan : 60 vloaz war al leurenn ! 

Kan ha diskan, rochedoù gant karroudoù ha Joli Coucou. Anavezet eo ar vreudeur Morvan e Breizh a bez ha pelloc'h c'hoazh ! Emaint o lidañ ho tri-ugentvet deiz ha bloaz war al leurenn.

Abaoe tri-ugent vloaz e fouetont bro evit distripañ ho kan ha diskan.  Hag an deiz-ha-bloaz-mañ a vo lidet ganto disadorn, e Gwidel.  Ur fest-noz gant un toullad tud pedet a vo aozet adalek peder eur. 

N'eo ket skuizh Yvon hag Henri kanañ "Joli coucou".  - Radio France
N'eo ket skuizh Yvon hag Henri kanañ "Joli coucou". © Radio France - Tudi Crequer

Emañ Manon Sabot o studial cheñchamant an hin e bro Aostralia

Dokoradez eo Manon Sabot, orin eus Boulvriag. Emañ bremañ o vevañ hag o labourat e bro Aostralia. Ganti vez studiet cheñchamant an hin. Labourat a ra e "Climate change researche center". Komzet a vez kalz, ar mare-mañ, eus steñv ar Giec diwar-benn kresk an temperaturioù. Hag ankeniet e c'hellomp bezañ. Ar respont gant an enklaskerez. 

E bro Aostralia e labour Manon Sabot, er "climate change research center".  - Aucun(e)
E bro Aostralia e labour Manon Sabot, er "climate change research center". - DR