Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Levenez Henri Michel hag e skipailh o c'hounnit kib Bro Frañs e 1979
Levenez Henri Michel hag e skipailh o c'hounnit kib Bro Frañs e 1979 © Maxppp - PHOTOPQR/OUEST FRANCE

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 24 avril 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn aferioù justis Vincent Bolloré, diwar-benn beaj Emmanuel Macron er Stadoù-Unanet. Roet hon oa ar gomz ivez da suporterien kleub Naoned, glac'haret gant marv Henri Michel. Bet e oamp bet ivez da brientiñ ar Redadeg e Bro Leon.

Goulennatat a ra ar justis Vincent Bolloré  

Galvet eo bet paotr e viliardoù gant ar justis evit un afer "goubrenerezh a wazerien bublik estren". Da lavaret eo ez eus diskred war ar Breizhad war ar mod n'eus bet da vezañ anvet a mestr daou borzh listri-karg en Afrika e 2010. Displegadennoù Katell Uguen.   

Stadoù-Unanet : ar wech kentañ eo da z/Donald Trump degemer Emmanuel Macron  

Dilun eo en em gavet ar prezidant Macron er Stadoù Unanet. War an ton bras en eus an amerikan degemeret ar prezidant gall, o weladenniñ lec'hioù istorel. An amerikaned, inti, a zo souezet o wel pegen a drouz a zo en-dro da weladenn Macron, pa ouezer n'en eus Trump degemeret penn bras ebet evit ur weladenn Stad dibaoe m'eo bet dilennet, pemzek miz 'zo. "Drol eo" eme ivez Marie-Reine Jezequel, ur vreizhadez o chom e New-York.  

Aet eo da anaon Henri Michel  

Marvet eo Henri Michel, oajet e oa a 70 vloaz. Unan deus c'hoarierien brudetañ ar skipailh e chom evit ar suporterien. C'hoariet en oa e Naoned deus ar bloavezhioù tri-ugent betek penn kentañ ar pevar-ugent. An holl a zalc'ho soñj dioutañ e Naoned. Sav-poent Pierre-Emmanuel Marais ha Fañch Oger, suporterien Naoned.   

Poent livañ ar panelloù hag an t-shirtoù evit ar Redadeg  

Roet zo emgav d'an dud dimerc'her e Brest evit fardañ ar panelloù ha livañ an t-shirtoù. 300 anezho a zo, par d'an dri c'hant kilometr a raio an hentad, hag a gaso degouezh ar Redadeg e Plougerne d'an 12 a viz Mae.  "Labour 'zo da gas da-benn" eme Mael Thepot, met "un aergelc'h blijus a zo" a embann an hini 'zo penn ar Redadeg e Bro Leon.