Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Chomet eo Antoine Kombouaré daou vloaz e Gwengamp.
Chomet eo Antoine Kombouaré daou vloaz e Gwengamp. © Maxppp - Philippe RENAULT

Les informations en langue bretonne Pauline Kerscaven

Lakaat a reomp ar goaz war Antoine Kombouaré, skarzhet deus War-raok Gwengamp, bugale skol Diwan Banaleg a heul Hent ar rom ha lizhiri kaset gant soudarded ar Brezel bras d'o familhoù.

Skarzhet eo bet ar gourdoner Antoine Kombouaré deus War-raok Gwengamp

Skarzet oa bet ar gourdoner Antoine Kombouaré deus skipailh mell-droad Gwengamp dimeurzh.  Gounezet zo bet ur c'hrogad hepken gant ar re Ruz ha Du abaoe penn kentañ ar c'houlzad.  Hag e foñs ar renkamant emaint.  Met hag-eñ e vo po aet kuit Kombouaré e cheñcho un dra bennak evit ar c'hoarierien ? N'eo ket sur Youn Toudic, suporter Gwengamp, e vo gwelloc'h mod-se. C'hoari a raio Gwengamp a-enep Lyon disadorn, unan deus ar skipailhoù barrekañ d'ar mare-mañ.   

Fall tre eo an amzer er Meurvor evit martoloded Hent ar rom

Armel ar C'hleac'h n'emañ ket mui er redadeg. Troet en doa e vag war e c'henoù dimeurzh. Bez ez eus martoloded e porzhioù Breizh pe Bro Spagn o tresañ o bigi pe o c'hortoz e vefe gwelloc'h an amzer. François Gabart a zo c'hoazh e penn ar re a chom war ar mor. E kalz skolioù e vez graet abadennoù diwar Hent ar rom gant ar vugale, evel e skol Diwan Banaleg.   

Lizhiri soudarded ar Brezel bras  

Kendalc'homp gant heuliad war ar Brezel bras, da vare kantvet deiz-ha-bloaz fin ar brezel pevarzek. Lakaat a reomp ar gomz war al lizhiri kaset gant soudarded an trancheoù d'o familhoù. Pauline Kerscaven a gont deomp un istor dreist-ordinal.