Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

E fin miz Here e oa bodet 80 000 a dud e straedoù Taipei e Taiwan evit difenn gwirioù an heñvelreizhidi
E fin miz Here e oa bodet 80 000 a dud e straedoù Taipei e Taiwan evit difenn gwirioù an heñvelreizhidi © Maxppp - DAVE MARK MEGUISO/EPA/MAXPPP

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 7 novembre 2018 Durée : 10min

Dilennadegoù kreiz respet er Stadoù Unanet : ha tomm eo evit Donald Trump ? Ur vreizadez e New-York a roio he soñj deomp. E Kemper e oa bodet an dud 'enep d'ar feulster graet d'an dud henvel-reizh ha treuz, muioc'h-mui a dagadennoù a vez evit ar c'houlz. Anv a rimp ivez deus ar Brezel Bras.

Ha tomm eo ar jeu evit Donald Trump ? 

Dec'h o deus votet an amerikaned evit nevesaat penn-da-benn kambr ar gannaded. Kement ha pevar c'hant pemp sez ha tregont. Er Sened ivez ez  eus bet kemmet pemp sez ha tregont diwar ar c'hant a zo. An demokrated eo a zo bet trec'h war kambr ar gannaded. Deuet int a-benn neuze da  rediañ Donald Trump da genlabourat ganto, daoust ma n'eo ket un trec'h splann. Marie Reine Jezekel a 'zo o chom e New York. Reiñ a ra he soñj  deomp.  

Re a dagadennoù a zo 'enep d'an dud LGBT 

Ur vodadeg a oa dalc'het tuchantig e Kemper diwar galv SOS homophobie. 50 den a stourm 'enep d'ar feulster ha d'an tagadennoù ouzh an dud  LGBT, heñvelreizhidi ha treuz. Niverusoc'h-niverusañ e vez an tagadennoù evit ar c'houlz. Galv a zo d'ar gouarnamant bremañ.  

A-benn disul e vo lidet kantvet deiz-ha-bloaz an Armistis e 1918 

Hag a-hed ar sizhun e kinnig France Bleu Breizh Izel deoc'h reportajoù diwar-benn ar Brezel bras. Goude bezañ komzet deus ar soudarded war an  talbenn pe c'hoazh ar merc'hed chomet er vro, e lakomp ar gomz hiziv war an Amerikaned e Breizh. Adalek 1917 e oant erru e Brest dreist-holl.  Pauline Kerscaven a gont hiroc'h deomp.