Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Manifestet zo bet evit an hin meur a-wech dija, evel amañ e Roazhon.
Manifestet zo bet evit an hin meur a-wech dija, evel amañ e Roazhon. © Maxppp - Thomas Bregardis / Ouest-France

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 9 novembre 2018 Durée : 11min

Deus petra a zo kaoz ? Deus baleadennoù evit an hin, deus ur stal chokolad nevez e Brest ha deus fin ar brezel pevarzek.

Baleadennoù evit an hin, disadorn   

Baleet e vo, ur wech ouzhpenn, evit an hin hag an endro warc'hoazh. E hanter-kant kêr european e vo manifestet, evel e Roazhon pe Brest. Goulven Thomin, ezel deus Europa Ekologiezh ar re c'hlas 'neus c'hoant diskouezh eo mallus cheñch penn d'ar vazh. "Un toullad tud a zaio da vanifestiñ a-enep priz an eoul-mein d'ar 17. N'int ket prest da cheñch ho mod da vevañ. Deomp ni d'ober un dra bennak evit kelaouiñ anezho !" 

An emgav e Brest a zo bet lakaet da deir eur, er parklec'h "Assiette du Ponant", e straed Nicéphore Niepce. Tu vo loc'hañ, war velo, eus plasenn ar Frankiz da ziv eur.   

Manifestet e vo evit an hin, e Brest, disadorn. - Radio France
Manifestet e vo evit an hin, e Brest, disadorn. © Radio France - DR

Ur stal chokolad nevez e Brest  

Kelou mat evit al lipouserien e Brest ! Emañ Shoko, ar c'hav chokolad, o paouez digeriñ e zorioù, e straed Boussingault, e Brest. Kaotigell, madigoù ha chokolad deus ar bed ar bezh a c'heller prenañ eno. Kentañ stal a seurt-se e Breizh eo.  E-penn ar stal-mañ emañ div blac'h, Klervi ha Sheila, ken sot an eil hag eben gant ar chokolad.  

Emañ staliet "Shoko" nebell eus komiserdi Colbert, e Brest. - Aucun(e)
Emañ staliet "Shoko" nebell eus komiserdi Colbert, e Brest. - Shoko

Goude ar brezel pevarzek e cheñch buan ar gevredigezh  

Disul e raio kant vloaz e oa bet sinet an Armistis. Hag ha hed ar sizhun e kinnig France Bleu Breizh Izel deoc'h reportajoù war ar brezel pevarzek. Hiziv emaomp o vont da lakaat ar gomz war fin ar brezel bras. Ha cheñchamant ar gevredigezh goude-se. Hag-eñ e c'heller kaozeal eus fin ar "vretonelezh" ?