Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Aet o'h skuizh ivez gant twitter ?
Aet o'h skuizh ivez gant twitter ? - Florent Grouin

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 25 avril 2018 Durée : 10min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn ar gevredigezh nevez Kelennomp. Toullet hon oa kaoz ivez diwar-benn ar skrid-goulenn evit anavezout ar brezhoneg war twitter. Ur c'hendalc'h gant ar vroioù keltiek a dabuto just awalc'h e miz Gouere diwar-benn implij ar rouedadoù sokial er yezhoù keltiek.

Palioù fetis da dizhout evit ar c'helenn e brezhoneg  

Dimeurzh ha dimerc'her e oa bodet tud ar c'helenn vrezhonek e Brasparzh diwar bedadenn ar sindikadoù FSU, SNES ha SNUipp. 7 vloaz 'zo ne oa ket en em gavet ar skolaerien, kelennerien ha dileuridi asambles. Aze oa ar pal mont war-zu palioù nevez evit diorren ar yezh er skolioù. Ur gevredigezh, Kelennomp he anv, a zo o paouez bezañ savet o vodañ skolaerien ha kelennerien. He fal eo ober 'giz oa Unvaniezh ar Gelennerien war ar Brezhoneg. Displegadennoù Katell Uguen, Yann-Ber Deredel ha Renan Kerbiquet.   

Anavezet e vo a-benn ar fin ar brezhoneg gant twitter ?   

Goulenn a ra implijerien twitter e vefe anavezet ar brezhoneg gant ar rouedad sokial. Ur "skrid-goulenn" a zo bet lañset gant al lec'hienn internet culture-bretagne.net. Skuizh eo ar vrezhonegerien o welet Twitter o mennegiñ eo skrivet o tweetoù e kreoleg en alamaneg pe c'hoazh e poloneg. Florent Grouin a zo an hini n'eus lañset ar skrid-goulenn.    

Ar rouedadoù sokial, un diskoulm evit ar yezhoù keltiek ?   

E kreiz miz Gouere en em vodo ar c'hendalc'h keltiek e Kemper. Dibaoe 1951 ne oa ket bet ar c'hwec'h bro e kêrbenn Kerne, Breizh, Kerne-Veur, Skos, Iwerzhon, Enez-Vanav ha Kemper. Ar bloaz-mañ e vo anv deus diorren ar yezhoù keltiek dre ar mediaoù sokial. Ar mediaoù sokial o deus cheñchet ar bed hag an doare da zaremprediñ ar re all. "Gellet a reer hiziv koulz laret krouiñ kumuniezhoù difestis evit implij ar yezh" setu soñj Yann Guillamot, prezidant ar c'hendalc'h keltiek ouzh mikro Jañ-Luk Bergot.