Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Les bonnets rouges à Carhaix
Les bonnets rouges à Carhaix © Radio France - Typhaine Morin

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 26 novembre 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet c'hoazh fenoz diwar-benn emsavadeg ar jiletennoù melen. Sav-poent ur sindikalour a oa bet klevet. Komzet en doa ivez ur boned ruz a n'eo ket evit gwiskañ ur roched lufrus. Komzet hon oa ivez diwar-benn efedoù ar sec'hor war ment ha blaz an avaloù-douar.

Jiletennoù melen, un emvod meur e Pariz 

Kenderc'hel a ra emsavadeg ar jiletennoù melen. Dimeurzh e vo kemeret ar gomz gant Emmanuel Macron e palez an Elise.  Aozet eo bet an emvod-se evitañ kinnig e raktres diwar-benn an treuzkemm ekologel. Pedet zo bet gantañ sindikadoù, kevredigezhioù, embregerezhioù a-benn kaozeal war an tem-se.  Raktreset eo abaoe pell'zo e vefe deus un emvod a sort-se. Met ne ouieomp ket c'hoazh an deiziad. Arabat eo plantañ enebiez etre ar stourmoù ekologel ha sokial eme Andre ar Gars, dileuriad ar CFDT e rannvro Breizh.

Boned ruz = jiletenn velen ? 

Gwelet a reomp lod deus ar jiletennoù melen gant ur boned ruz hag alies e vez klevet eo stourmoù ar bonedoù ruz hag hini ar rochedoù lufrus 'giz breur ha c'hoar. Padal lod deus ar vanifesterien hag a oa 'bar straedoù e 2013 n'int ket evit kemer perzh e emsavadeg 2018. Yoran, ur boned ruz, a zispleg deomp perak n'eo ket gant ur jiletenn velen. 

Bihan ar patatez ar bloaz-mañ ! 

Sec'h eo bet an hañvezh e Frañs ha dipitus eo ar gounid avaloù-douar evit ar bloaz. E Breizh ez eus bet sec'hor ivez met nebeutoc'h moarvat eget e lec'hioù all e Frañs hag e hanternoz Europa. Bihanoc'h, disteroc'h kalite ar patatez : moarvat 'vo kresk war ar prizioù. 30 Euro e kouste an donennad avaloù-douar warlene, 250 Euro e kousto ar bloaz-mañ. "Met se a dalvez dreist-holl evit ar patatez a vez gwerzhet d'an industriez a-benn bezañ treuzfeurmet" eme Konstan Oger, o labourat evit Elorn Plants hag a brodu had avaloù-douar evit an ezporzhiañ.