Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Distruj e-leizh a zo bet e bro Fouen
Distruj e-leizh a zo bet e bro Fouen © Radio France - Annaig Haute

Les infos en langue Bretonne: Katell Uguen

Ar gorventenn Zeus 'n eus graet he reuz : tud gloazet, distruj forzh pegement ha troc'hoù tredan; Muntr ar familh Troadec : ansavet en eus ar breur kaer; Dilennadegoù prezidant : Ne vo na Alain Juppé na Christian Troadec war ar renk : setu keleier al Lun 6 a viz Meurzh

Ar mell korventenn Zeus n'eus taget Breizh hiziv met echu eo an evezh orañjez.

Barradoù avel greñv o deus pladet un toullad gwez war an hentoù ha kalz a zistruj a zo bet. Ur bern tiegezhoù a chom didredan en noz-mañ c'hoazh.

Familh Troadec : diluziet ar muntr

Anzavet n'eus ar breur-kaer bezañ lazhet ar 4 anezho. Un herezh a vefe penn-kaoz an disemglev.

Ne vo ket Alain Juppé war ar renk evit an dilennadegoù prezidant na Christian Troadec kennebeut.

O daou o deus embannet kement-mañ diouzh ar mintin.

Er gronikenn Ma vefen prezidant...

Theo Kere, ur c'higer yaouank...