Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

28min

Keleier Noz ha Diviz ar sizhun : an ostalerioù war ar maez

Par le vendredi 27 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Un ostaleri
Un ostaleri © Maxppp -

Er c'heleier ez eus bet lakaet ar gaoz war an deskadurezh a bep eil etre ar skol hag an embregerezh, da geñver FOROMAP e Brest, ha war ur valeadenn e karter Kerinou Brest. Ha gouestlet e oa diviz ar sizhun d'an ostalerioù war ar maez.

Foromap, evit dizoleiñ stummadurioù nevez

Deskiñ er skol, met ivez en embregerezh : setu pezh a vez graet gant tost 500 000 den bep bloaz. Dalc'het e vez saloñs Foromap e Brest betek warc'hoazh da noz, evit kinnig ar stummadurioù a zo tu ober gant ar sistem-mañ. Hag er c'heleier eo bet klevet Theo Prez, a zo kiger bremañ, desket e vicher en ur greizenn deskardelezh.

Anavezout karter Kerinou en un doare all

Ar mintin-mañ ez eus bet kinniget d'ar vrestiz dizoleiñ adarre karter Kerinou, dre ur valeadenn e lec'hioù dianavezet eus ar c'harter. Gant Frank Bodenez, a zo o chom eno, ez eus bet kontet istorioù, a-wechoù farsus, a-wechoù fromus, eus an dud a zo bet o chom pe o tremen er c'harter.

An Diviz : nebeutoc’h-nebeutañ a ostalerioù e Breizh

Hervez ur studiadenn eus ar c'h/Credoc ha eus France Boisson ez eus 8% nebeutoc'h a ostalerioù er Rannvro eget e 2009. Koulskoude e kresk an niver a dud o chom e Breizh. Perak, ha petra ober evit desachañ an dud en ostalerioù ? Ganeomp e oa tri den : Yvonne Salaün, bet o terc'hel "Le lapin Bleu" e Pouldreuzig, Monique Lagadec, e penn "Le Café de la Gare" er Forest-Landerne, ha Charlez an Dreo, eil maer Brasparzh, anavezet mat gantañ tavarnioù Menez Are.