Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Produerien-laezh o deus manifestet evit goulenn prizioù uheloc'h
Produerien-laezh o deus manifestet evit goulenn prizioù uheloc'h © Radio France - Katell Uguen

Keleier Breizh, Les infos en langue Bretonne

Diffusion du mercredi 29 mars 2017 Durée : 10min

Er c'heleier fenoz ez eus bet lakaet ar gaoz war an tan-gwall ramzel a zo bet en ur stal eus Su Kemper, war ur vanifestadeg produerien laezh dirak ar prefeti ha war ar gwenodennoù-aod ha n'eus ket anezho e pep lec'h.

600 metrad karez devet gant an tan

Kroget ez eus bet ur gwall-dan e Stal Truffaut Kemper. Devet ez eus bet ul lodenn vras eus ar stal, ha stanket eo bet an hent e-kichen e-pad ul lodenn eus an abardaez. N'eo ket bet gloazet den ebet, estreget un implijadez hag he deus alanet moged. Gellet ez eus bet ivez saveteiñ ul lodenn eus al loened a oa da werzhañ er stal.

Prizioù al laezh a zo re izel c'hoazh

Bodet e oa 60 den dirak prefeti Penn-ar-Bed, e Kemper, hiziv da greisteiz, produerien laezh o c'houlenn prizioù uheloc'h evit o froduioù. Diwar galv Konfederasion ar beizanted, koordinasion rurale hag an Apli o deus roet ur fakturenn a zaou viliard a euroioù d'ar prefed, un arouez eus pezh a goust dezho fin ar c'hotaioù.

Diaes eo c'hoazh kavout gwenodennoù-aod e pep lec'h

Sañset e c'hell pep hini tremen war droad war vord ar mor, dre ur wenodenn-aod. Sañset, peogwir n'eus ket anezho atav. E Pont'n Abad, da skouer, e Enez Varc'heg, ez eus bet savet ur voger war an hent. Daoust ma stourm ur gevredigezh, ha daoust m'eo bet lavaret gant al lez-varn e oa da vezan diskaret, emañ amañ c'hoazh.