Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Christiane Lambert a vo dilennet, sur-mat, e penn an FNSEA
Christiane Lambert a vo dilennet, sur-mat, e penn an FNSEA © Maxppp -

Keleier Breizh, les infos en langue bretonne

Diffusion du mardi 28 mars 2017 Durée : 11min

Er c'heleier fenoz ez eus bet komzet eus kendalc'h an FNSEA en deus kroget hiziv e Brest, eus ur vanifestadeg vras a vo warc'hoazh e Pariz gant tud a labour gant kezeg, eus unan all a zo bet hiziv e Gwiana ha eus ar brezhoneg e mirdi Pont-Aven.

1200 den bodet e Arena Brest evit kendalc'h an FNSEA

Kroget eo an traoù hiziv, ur miz goude eo aet da anaon penn sindikad al labourerien-douar, Xavier Beulin, hag ur miz a-raok an dilennadegoù prezidant. E-pad an emvod meur-mañ e vo dilennet kuzul merañ ar sindikad, a zibabo ur prezidant nevez e miz Ebrel. Sur-mat e vo Christiane Lambert, oc'h erlec'hiañ Xavier Beulin abaoe ouzhpenn ur miz. Hag-eñ e cheñcho un dra bennak kavout ur vaouez e penn an traoù ? Petra a c'hell ober ar sindikad e-tal diaezamantoù al labourerien-douar, a bad abaoe bloavezhioù ? Eus tout-se ez eus bet komzet gant Georges Dauphin, bet e penn FDSEA Penn-ar-Bed etre 1969 ha 1973.

Cheñchamantoù e bed ar c'hezeg hag ar pariadennoù

Posupl e vo d'ar Française des Jeux kinnig d'an dud pariadennoù war ar prim e-pad matchoù pe redadegoù, evit pevar sport, en o zouez ar redadegoù kezeg. Betek poent ne oa posupl pariañ nemet a-raok an arvestoù, hag e stalioù PMU nemetken. Pezh zo, gant La Française des Jeux ne vez ket paeet kement ha gant ar PMU d'an dud a labour gant kezeg. Aon zo neuze evit dazont ar c'hreizennoù kezeg.

Gwiana stanket penn-da-benn

Un devezh "marv" a zo bet hiziv e Gwiana C'hall, gant ar brasañ manifestadeg a zo bet aozet morse en departamant, en deus embannet ar prefeti. Etre 12 000 ha 14 000 den a zo bet o tibunañ e straedoù Cayenne ha Saint Laurent du Maroni. Goulenn a reont muioc'h a surentez, met ivez ur gwir bolitikerezh a-fed yec'hed, sikour sokial, ha priz ar vuhez. Abaoe ur sizhunvezh e vez stanket ar vro gant harzoù labour ha manifestadegoù, hag embannet ez eus bet e teuio ministred eus Pariz da gejañ ouzh an dud a stourm e fin ar sizhun... Hag eñ e cheñcho un dra bennak ? Selaouit respont Gireg, o chom e Kourou, er c'heleier.

Penaos ez a an traoù evit ar brezhoneg e Mirdi Pont Aven ?

Pa oa bet addigoret ar mirdi, bloaz zo, e oa bet merzet gant brezhonegerien ne oa ket kalz a vrezhoneg war panelloù pe war ar follennoù gweladenniñ. Prometet e oa bet e vefe plantet yezh ar vro a-benn ur bloavezh. Penaos ez a an traoù bloaz goude neuze ? Selaouit reportaj Joan Bizien er mirdi.