Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Chañsoù bras 'vefe dilennet Christane Lambert e-penn an FNSEA
Chañsoù bras 'vefe dilennet Christane Lambert e-penn an FNSEA © Maxppp - François Destoc

Les infos en langue Bretonne : Joan Bizien

Diffusion du jeudi 30 mars 2017 Durée : 32min

War emvod-meur sindikad al labourerien-douar an FNSEA oa bet lakaet ar gaoz en diviz. Hag e keleier ar Yaou 30 a viz Meurzh eo bet komzet ivez eus manifestadegoù ar retredidi.

An diviz : kendalc'h an FNSEA

Gant izili an FNSEA eo bet klevet ar mintin-mañ seizh den war ar renk evit bezañ prezidant ar Republik :Emmanuel Macron, Marine Le Pen, François Fillon, Jean Lassalle, Jacques Cheminade, Nicolas Dupont-Aignan ha François Asselineau. Emañ o paouez echuiñ 71vet kendalc'h sindikad al labourerien-douar en Arena e Brest. War an tem-se eo bet dalc'het an diviz fenoz.

Ar retredidi oa er straedjoù hiziv un tamm e pep lec'h e Bro 'Hall

Goulenn a reont vefe kresket o retredjoù. 500 oant e Kemper, 300 en Oriant. Ur reportaj 'vo klevet er c'heleier-mañ.