Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

“Da heul Pako", ur c’hamp da zeskiñ bevañ en ur mod simpl ha brav
“Da heul Pako", ur c’hamp da zeskiñ bevañ en ur mod simpl ha brav - Klt.bzh

Les infos en langue Bretonne : Katell UGUEN

Diffusion du mercredi 26 juillet 2017 Durée : 6min

Fenoz er c’heleier e brezhoneg e lakomp ar gaoz war an jazz. Gouel a vo er C’hastell-Nevez a-hed an dibenn-sizhun, ur fest digor d’an holl ! Mont a rimp d’un atant e Ploneour ‘lec’h ‘zo dalc’het ur c’hamp divyezhek evit ar re vihanañ, dezho da gizidikaat d’al loened.

E Ploneour e vez ar vugale o kampiñ en un atant

Gant KLT e vez aozet ar c'hamp divyezhek "Da heul Paco" evit ar re vihanañ. Deskiñ gounid legumaj ha bouetañ al loened… setu ar program da zeskiñ bevañ en ur mod simpl ha brav.

En dibenn-sizhun-mañ e vo dalc'het Fest Jazz er C'hastell-Nevez

Warlene 'oa bet 3000 arvester da selaoù arzourien deus ar vro ha pel-loc'h. Evit an 13vet abadenn ez eus nevezenti en aozañ pa genlabour ar gevredigezh Jazz Kreiz Breizh gant studierien war ar c'hehentiñ. Ul logo nevez, ur skritell vodernoc'h hag ur program karget mat... Pal Fest Jazz eo digeriñ ar sonerezh d'an holl.