Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

6min

Les infos en langue bretonne, Joan Bizien

Par le mercredi 1 février 2017
Podcasts : iTunes RSS
Gant ar strollad La Obra 'vez c'hoariet ar pezh-c'hoari La Caminata
Gant ar strollad La Obra 'vez c'hoariet ar pezh-c'hoari La Caminata - La Obra

Ur pezh c'hoari diwar-benn ar repuidi 'vo kinniget warc'hoazh e Kemper, berzh ar c'hrampouezh gant Gouel ar Gouloù 'vo warc'hoazh, abadenn gentañ kafe brezhoneg diwar-benn ar politikerezh e Lesneven : setu e-barzh keleier ar Merc'her 1 a viz C'hwevrer.

Ha ma vefemp holl divroerien ?

Sed aze ar goulenn 'vez savet gant ar strollad La Obra. Warc'hoazh da noz 'vo c'hoariet La Caminata ba Kemper, ur pezh-c'hoari a lak war wel kudenn ar repuidi. Ul labour graet asambles gant komedianed ha divroerien.

Estreget gant ar Republikaned ez eus reuz ar mare-mañ...

E Bro Leon ivez.... "Reuz gant ar politik e Bro Leon" eo tem kentañ "kafe brezhoneg" aozet hiziv goude-merenn gant Ti ar Vro Bro Leon. Reportaj e-pad ar c'heleier-mañ.

Krampouezh pe kaletez ?

Gouel ar gouloù 'vo warc'hoazh, d'an 2 a viz C'hwevrer. Krampouezh gwinizh, gwinizh du pe kaletez, fin pe tev... pep hini 'neus e doare da fardañ krampouezh. Ha pep hini 'neus ar santimant da gaout ar wirionez gantañ a soñj dezhañ Yann-Erwan Paveg, perc'henn an ti-krampouezh Skeud an Amzer e Ploudiern.

Yann-Erwan Paveg, perc'henn an ti-krampouezh Skeud an Amzer e Ploudiern