Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

E miz Gwengolo 2016 oa bet manifestet dija gant ar retredidi
E miz Gwengolo 2016 oa bet manifestet dija gant ar retredidi © Maxppp - Nicolas Kovarik

Les infos en langue Bretonne : Joan Bizien

Aoditoù ekonomikel 'vo kinniget d'an tiegezhoù en ur stad fall e-keñver an arc'hant, manifestet 'vo gant ar retredidi warc'hoazh ha roet 'vo lañs en-dro da Gouel Broadel ar Brezhoneg : sed aze keleier ar Merc'her 29 a viz Meurzh.

Aoditoù ekonomikel 'vo kinniget d'an tiegezhoù fall ar jeu ganto

Gant ar c'hentañ ministr Bernard Cazeneuve eo bet embannet hiziv 'vo kinniget hag arc'hantaouet aoditoù ekonomikel da 20.000 atant diaes ar jeu ganto. Er c'heleier 'vez klevet soñj Guillaume Roue, prezidant Ofis etrebroadel ar c'hig.

Retredidi 'vo o dibunañ e straedoù ar vro warc'hoazh

Nebeutoc'h-nebeutañ a ac'hant o deus evit bevañ. C'hoant o deus gant ar manifestadegoù-mañ gervel war ar re war ar renk evit bezañ prezidant ar Republik. Muioc'h a displegadennoù er c'heleier-mañ gant Jean Aspot, ezel eus sindikad CGT ar retredidi.

Goude tost 20 vloaz ehan 'vo adlañset Gouel Broadel ar Brezhoneg

Daou zevezh gouel 'vo aozet d'an 19 ha d'an 20 a viz Mae e Langoned evit bodañ ar vrezhonegerien hag ar re dedennet gant sevenadur ar vro. Sonadegoù, tabutoù, sinema, c'hoariva, sirk pe c'hoazh c'hoarioù 'vo er programm.