Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

War al labour-douar e vez lakaet ar gaoz en diviz d'ar Yaou 2 a viz Meurzh abalamour da saloñs al labour-douar e Pariz
War al labour-douar e vez lakaet ar gaoz en diviz d'ar Yaou 2 a viz Meurzh abalamour da saloñs al labour-douar e Pariz © Maxppp - Joël Philippon

Les infos en langue Bretonne : Joan Bizien

Diffusion du jeudi 2 mars 2017 Durée : 31min

En diviz oa fenoz diwar-benn al labour-douar, er c'heleier eo bet komzet ivez eus an enklask diwar-benn ar familh Troadec a 'z a war-raok hag eus an abadenn C'hoari ha Deskiñ zo bet enrollet hiziv e mediaoueg ar Gapusined e Brest.

An diviz diwar-benn al labour-douar

Komzet eo bet eus labour-douar en diviz fenoz abalamour da Saloñs al labour-douar a bado betek disul e Pariz. Charlotte Kerglonou, ul labourerez-douar yaouank a oa ganeomp, Philippe Guinamant, produer laezh ivez, o paouez mont war e leve ha Robert Nicolas ezel eus ar gevredigezh Solidarité Paysans.

Mont a ra war-raok gant an enklask diwar-benn ar familh Troadec

Kavet eo bet oto mab ar familh e Sant-Nazer ar mintin-mañ. E norzh Penn-ar-Bed e kendalc'h an enklask ivez. Muioc'h a diplegadennoù e-penn kentañ ar c'heleier-mañ.

Deskiñ o c'hoari... sed ar pezh 'vo graet ganeomp ivez !

Enrollet eo bet hiziv er Gapusined e Brest un abadenn doare un tamm "Questions pour un champion" met e brezhoneg penn-da-benn. Skignet e vo a-benn nebeut war Brezhoweb, ar chadenn war internet.