Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

200 CRS, jandarm ha poliser oa o furchal e atant Hubert Caouissin e Pont ar Veuzenn d'ar Merc'her 8a viz Meurzh
200 CRS, jandarm ha poliser oa o furchal e atant Hubert Caouissin e Pont ar Veuzenn d'ar Merc'her 8a viz Meurzh © Maxppp - Claude Prigent

Les infos en langue Bretonne : Joan Bizien

Diffusion du mercredi 8 mars 2017 Durée : 10min

En afer Troadec ez eus bet kavet hiziv tammoù askorn e atant Hubert Caouissin e Pont-ar-Veuzenn, devezh etrebroadel gwirioù ar merc'hed, tredan ebet e-barzh 20 000 ti goude korventenn Zeus ha La Guerre du Lait, un teulfilm skignet warc'hoazh, digwener ha disadorn er vro : keleier ar Merc'her 8.

Afer Troadec : tammoù askorn kavet e atant Hubert Caouissin

Tammoù askorn eus izili familh Troadec zo bet kavet hiziv e Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h gant an enklaskerien. Daou c'hant diouto zo war al lec'h abaoe ar mintin-mañ ha betek 5e30 goude-merenn evit furchal domani Hubert Caouissin, tammalet da vezañ ar muntrer.

N'eo ket echu gant efedoù ar gorventenn Zeus...

E-barzh tost 20 000 ti 'neus tredan ebet c'hoazh abaoe dilun, e su Penn-ar-Bed hag er Morbihan dreist-holl. Ur skouer e straed Douarnenez, ur c'harter eus Kemper.

Brezel al laezh oa bet e 1972...

Diaes oa ar jeu dija gant ar broduerien laezh pemp bloaz ha daou-ugent zo hag evit kaout prizioù dereat o doa renket chom a-sav o produiñ laezh. Hiroc'h e vez lavaret gant Georges Dauphin, bet labourer-douar en Arzhanaou hag e-penn an FDSEA d'ar mare-se.