Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Tro bro Lesneven a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun
Tro bro Lesneven a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun © Maxppp - Patrick Tellier

Les infos en langue bretonne Katell Uguen

Echu eo an harzh-labour gant Bibus, aet eo skuizh an dud gant ar fedoù diseven e Kemperle, ul lizher kaset d’an danvez prezidanted ar Republik evit muioc’h a wirioù d’ar vinorelezhioù, tro bro Lesneven war velo : setu keleier devezh diwezhañ miz Meurzh !

Echu eo an harzh-labour gant Bibus

Dinerc’het eo ar Vrestiz pa zaio an tram hag ar busoù en-dro en ur mod reizh adalek warc’hoazh. Dinerc’het eo ivez ar sindikad CFDT hag implijidi Bibus pa vo ur c’hresk d’o goproù.

Kastizoù ‘zo da gaout e Kemperle

Bec’h d’ar c’haoc’h-ki ha d’ar sigaretennoù war al leur. Ur fakturenn a 68 Euro d’an neb a vo diseven !

Gant ELEN ‘zo kaset ul lizher d’an danvez prezidanted

Goulennet ‘zo diganto kas 6 pal da-benn evit lakaat da dalvezout muioc’h a wirioù da bobloù minorel Frañs.

Redadegoù marc’h-houar a vo e bro Lesneven

Ar c’hours kentañ ‘vo dalc’het warc’hoazh… Un tennad a 119 kilometrad. Displegadennoù er c’heleier gant Louis Leroux, a-youl-vat evit Tro bro Lesneven.