Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Yvon Guillossou eo prezidant a-enor klub marc'h houarn ar Poc'hêr.
Yvon Guillossou eo prezidant a-enor klub marc'h houarn ar Poc'hêr. © Radio France - Léo Rozé

Les infos en langue Bretonne Léo Rozé

Diffusion du lundi 19 août 2019 Durée : 5min

War o marc'h houarn emañ muioc'h eget 6 000 den abaoe disul, o kemer perzh e Pariz-Brest-Pariz. Ha kalz a dud a youl vat a zo e Breizh evit degemer anezhe. Brezhonegerien a bep seurt a zo e Karaez er sizhun mañ evit ur staj savet gant ar Falz. Lod oute a zeu eus pell a-walc'h.

Miliadoù a rederien a zo war o marc'h-houarn etre Pariz ha Brest. War hentoù Breizh emañ an darn vrasañ oute. Lod zo tremenet da vBrest dija. 6 600 sportour a gemer perzh er redadeg mañ abaoe disul. E kerioù 'zo staliet lec'hioù degemer, e-giz e Karaez.  Yvon Guillossou eo prezidant a-enor klub marc'h-houarn ar Poc'hêr. Hag a youl vat emañ er sizhun mañ. Chom a ra digor al lec'h degemer e-pad pell.

Pennad-komz gant Yvon Guillosou

Brezhonegerien a bep seurt a zo e Karaez er sizhun-mañ

Bodet ez eus brezhonegerien da geñver ur staj war ar yezh e Karaez. Aozet eo ar staj mañ gant ar Falz, e Kerampuilh, e-pad ar sizhun. Kentelioù a zo kinniget gant ar gevredigezh d'ar 55 stajiad, abadennoù all a zo ivez. An holl a chom da zebriñ ha da gousket el lec'h. Ha deuet ez eus tud eus pell a-walc'h. E Lyon emañ o chom Mael, da skouer. N'en deus ket bevet e Breizh morse. Met dont a rae da welet e dud kozh er C'hab bep bloaz e-kerzh ar vakansoù. Ha klask a ra chom tost eus ar brezhoneg.

Pennad-komz gant Maël o chom e Lyon