Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Journaux 2
Journaux 2 © Radio France - Fololia

Les infos en langue Bretonne Léo Rozé

Diffusion du mardi 20 août 2019 Durée : 5min

O tostaat emañ fin ar vakansoù skol, cheñchamantoù a vo gant ar studierien nevez o deus tapet ar vachelouriezh e miz Gouere. E morlenn Brest ez eus bet ur c'hrenig-douar dimeurz goude merenn. Kinniget ez eus ur pezh c'hoari e Oceanopolis er mare mañ, muioc'h evit 9 000 den o deus gwelet anezhañ.

Fin ar vakansoù a vo a-benn nebeut. Chom a ra devezioù vak memes tra, met bez 'vo an distro skol ar sizhun a zeu evit ar re yaouank. Dizoloiñ a raio lod outo bed ar studioù. En o zouez emañ Josephine, triwec'h bloaz. Tapet he deus ur meneg "mat tre" e-keñver ar vachelouriezh. Ha mont a raio da studial da Sciences Po Pariz, en ur rann ispicialised war North Amerika. Koulzkoude n'oa ket-hi gwall zedennet gant skiantoù an den e penn kentañ al lise.

Ur c'hrenig-douar a zo bet e morlenn Brest   

A-raok div eur hanter dimeurzh goude merenn ez eus bet ur grenadenn a 2,9 war skeul Richter. Ar c'hreiz o vezañ pevar c'hilometrad er-maez eus Brest. N'eus ket bet distruj ebet war a seblant. Ar c'hren-douar diwezhañ e Penn ar Bed a oa e gourenez Kraozon e miz Meurzh.

Ne weler ket pesked na loened mor nemetken e Oceanopolis e-kerzh an hañv   

Abadennoù ispicial 'zo kinniget d'an dud ivez, e-giz hini "Spluj" e anv. Savet eo bet ar pezh c'hoari mañ gant Teatr Piba ha c'hoariet muioc'h evit 200 gwech. E-tro 9 000 a arvesterien o deus sellet outañ e Akarium Brest.  Rener arzel ar strollad hag ar raktres eo Thomas Cloarec.