Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

10min

Keleier Noz, les infos en breton

Par le mercredi 18 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Armel le Cléac'h
Armel le Cléac'h © Maxppp -

Warc'hoazh e erruo Armel le Cléac'h er Sables d'Olonnes. Tost echu gantañ ar vendée Globe, met chom a ra un nozvezh c'hoazh, ha tost emañ Alex Thomson a-dreñv dezhañ. Forzh penaos e vo degemeret paotr Kastell gant ur bern mignoned.

Mignoned Armel le Cleac'h war hent ar Sables d'Olonnes

An eurvezhioù diwezhañ war vor eo evit martolod Penn-ar-Bed. Milieroù a dud a vo er Sables d'Olonnes evit degemer anezhañ, goude 73 deiz war vor er Vendée Globe. Evit poent eo c'hoazh e penn ar redadeg, un nebeud kilometradoù dirak ar c'hembread Alex Thomson.

Ur bern tud a zo o tont eus Kastell-Paol evit lidañ erruout paotr ar vro, met ivez eus pelloc'h, evel Lomig, mignon a-viskoazh eus Armel le Cleac'h, a zo bremañ o chom en enez Sant-Varzhin, e-kichen Gwadeloup. Asambles o deus desket bageal e kreizenn Kastell, hag asambles o doa huñvreet erruout e penn ar redadegoù bras. Warc'hoazh, normalamant, e teuio da vezañ gwir an huñvre-mañ.

Respont ebet evit liseidi Diwan o deus c'hoant tremen ar vachelouriezh e brezhoneg

Evit poent ne dremenont nemet an arnodenn istor-douaroniezh e brezhoneg : c'hoant o deus liseidi Diwan Karaez tremen an holl arnodennoù e brezhoneg. Kaset o deus ul lizher d'ar rektordi ha da vinistrerezh an deskadurezh, met respont ebet evit poent. En em vodet e oant dirak al lise ar mintin-mañ.