Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

28min

DIVIZ | Digeriñ ar stalioù d'ar Sul a-raok Nedeleg : ur menoz mat ?

Par le vendredi 16 décembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
E kalz kêrioù e vo digoret ar stalioù Disul
E kalz kêrioù e vo digoret ar stalioù Disul © Maxppp -

Diviz ar sizhun a oa gouestlet fenoz d'ar stalioù a vez digoret un, daou pe dri sulvezh a-raok Nedeleg. Er c'heleier ez eus bet lakaet ar gaoz war ar stal Tilly Sabco, a vo adkemeret gant Wegdam Food, ha war an abadenn a vo e pluverin evit dilennadeg Miss Frañs.

Diviz | Digeriñ ar stalioù d'ar Sul a-raok Nedeleg : ur menoz mat ?

Disul e vo digoret ur bern stalioù e kêrioù ar vro : Kemper, Brest, an Oriant, pe c'hoazh Montroulez. Gant al lezenn Macron ez eus tu d'ar stalioù digeriñ 12 sulvezh d'ar muiañ, met pep ti-kêr a c'hell divizout e vo digoret nebeutoc'h. Met n'eo ket peogwir e vez digoret ar stalioù e vez gounezet muioc'h a arc'hant ganto. Hag-eñ e servij d'un dra bennak digeriñ ar stalioù 3 sulvezh a-raok Nedeleg ? Penaos ober gant an implijidi ?

Ganeomp e oa Andre ar Gars, eus ar CFDT, hag Yvonig Le Merdy, a zo e-karg eus ar stal Coop Breizh.

Digeriñ ar stalioù d'ar Sul a-raok Nedeleg : ur menoz mat ?

KELEIER | Tilly Sabco ha Miss Frañs

Dibabet eo bet ar stal Wegdam Food Link BV evit adkemer al lazh-ti yer Tilly Sabco eus Gwerleskin. Abaoe sizhunvezhioù e oa o c'hortoz an implijidi an diviz-mañ, met n'eo ket keloù mat evito : lammet e vo 134 fost-labour, war ar 196 post a oa betek-henn e Gwerleskin. Ne vo dalc'het nemet ar stal fardañ silzig.

Lakaet eo bet ar gaoz ivez war dilennadeg Miss Frañs, warc'hoazh da noz war TF1. Heuliet e vo a-dost gant tud Pluverin. Miss Breizh a zo a-orin eus ar gumun, hag an abadenn tele a vo skignet war ur skramm bras er sal lies-implij.