Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

10min

Keleier Noz 7 eur - Ar Merc'her 14 a viz Kerzu

Par le mercredi 14 décembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Jeanne Guéguen hag Alexia Caoudal, e 2004
Jeanne Guéguen hag Alexia Caoudal, e 2004 © Maxppp - Gaël le Saout

Rentet ez eus bet enor er c'heleier da Jeanne Guéguen, plac'h a vro Vigoudenn aet da Anaon. Brudet e oa e Frañs a-bezh evel unan eus merc'hed ar bruderezh "Tipiak". Lakaet ez eus bet ar gaoz ivez diwar-benn ar jeu e Alep, e Siria, diwar-benn ar c'honterioù Linky, hag identelezh Breizh.

Gwashoc'h-gwashañ ar jeu e Alep

Kenderc’hel a ra an emgannoù e eil kêr Siria. Sañset e oa an annezidi da vezañ kaset er-maez eus ar gêr, met adkroget eo bet gant arme Bachar el-Assad da lakaat bombezennoù da darzhañ e Alep.

Alep a oa ar brasañ kêr a oa dalc'het gant ar rebelled a stourm a-enep ar gouarnamant. Tost-tre eo da vezañ kollet ganto, hag an dra-se a vefe ur cheñchamant bras er brezel-mañ, eme Regis le Sommier, eil-rener ar gelaouenn Paris Match. Emañ er mare-mañ o reportajiñ e Damas.

70 den dirak ar prefeti a-enep Linky

Bodet eo bet tro dek ha tri-ugent den dirak prefeti Kemper, hiziv, en o zouez aotrounien-maer. Fuloret int a-enep Enedis, an embregerezh a ra war-dro ar rouedad tredan e Frañs, hag a zo e-karg eus ar c'honterioù Linky.

Kaset o deus an dilennidi ur goursez d'ar Stad, da lavaret eo un teuliad ofisiel evit goulenn e vefe harzhet da staliañ seurt konterioù. Sinet eo bet gant 30 dilennad. Muioc'h a ditouroù er c'heleier.

Ne lavaro ket ken "Pirates !"

Jeanne Gueguen a zo aet da Anaon. Plac'h a vro Vigoudenn a oa anavezet e Frañs a-bezh evit bezañ c'hoariet er bruderezh "Tipiak" er skinwel, ha deuet da vezañ ur "steredenn", gant Maria Lambour ha Berthe Jaouen, hag o frazenn mil vrudet "ils ont volé notre recette ! Pirates !". Rentet ez eus bet enor dezhi er c'heleier.

Penaos ha perak bezañ breizhat ?

Setu ar goulenn a vo savet warc'hoazh da noz, en ur gaozeadenn e levraoueg Kemper. Pedet eo bet Rozenn Milin da gomz eus he levr "Questions d'identité". Savet he deus goulennoù da dud vrudet eus Breizh : Alan Stivell, Yann Queffelec, Nolwenn Korbell, met ivez Marc ar Fur da skouer. Petra eo bezañ breton hiziv, ha petra eo identelezh Breizh? klasket ez eus bet ur respont er c'heleier.

Ar gaozeadenn gant Rozenn Milin a vo d'ar yaou 15 a viz Kerzu, e levraoueg an "Ursulines" e Kemper.