- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Culture
- Patrimoine
- "Ar plac'h div wech eureujet" gant Gaëlle Trebaol ha Jacqueline Cornec
"Ar plac'h div wech eureujet" gant Gaëlle Trebaol ha Jacqueline Cornec
Klevet 'vo istor hengounel ur paotr a zeu en-dro d'ar gêr e-kerzh friko e wreg a zo dimezet d'ur gwaz all.
Krog eo Gaëlle Trébaol da ganañ daou ugent vloaz zo gant he zad. Daoust ma oa-hi ganet e Brest ha genidik eus Logonna-Daoulaz ha Lokournan, n'oa ket evit kanañ traoù eus bro Leon. Plij a rae dezhi kentoc'h ober kan ha diskan, deskiñ tonioù eus ar menez Are hag ar menezioù Du ha kemer perzh asambles gant he zad er festoù-noz.
Pa oan 'vont gant an hent, me a glevas ur vouezh skiltr, sonerien deiz an eured (Ar plac'h div wech eureujet)
A-wechoù e oa klevet d'ar memes koulz Ar C'hoarezed Goadeg o kanañ war ar memes leurenn eget Gaëlle ! 11 vloaz a oa ar ganerez yaouank d'ar mare-se hag he doa kanet gant he zad betek an oad a 15 vloaz.
Digoret din ho tor Jannig blev ho melen ha me 'ziskouezho deoc'h gwalenn ho kentañ pried (Ar plac'h div wech eureujet)
Da c'houde he deus Gaëlle Trebaol en em gavet gant Jacqueline Cornec eus Plouguernevel (22) c'hwec'h vloaz zo evit kanañ ganti. Krog eo Jacqueline gant ar c'han daouzek vloaz zo gant Iffig flatres, Jean-claude Talec, Anne Auffret ha Maurice Poulmarc'h.
Ha plij a ra d'o div dreist oll an doare a-unvouezh 'veze graet gant Ar C'hoarezed Goadeg ha startijenn o lusk 'veze kaset ganto. Klevet 'vo hiziv "Ar plac'h div wech eureujet" a zo istor hengounel ur paotr a zeu en-dro d'ar gêr, e-kerzh friko e wreg a zo dimezet d'ur gwaz all.
Pa oa digoret an nor ha dezhe d'en em welet, o c'halonoù o daou dija 'zo kazi rannet (Ar plac'h div wech eureujet)