Replay du samedi 8 mai 2021

Ar wech kentañ 'm eus klevet kan-ha-diskan e 1976, gant Jean-Claude Talec

- Mis à jour le

E Fest ar Stang en deus klevet Jean-Claude o kanañ kan-ha-diskan gant paotred eus e oad evit ar wech kentañ.

Ar c'hizeller ha kaner Jean-Claude Talec
Ar c'hizeller ha kaner Jean-Claude Talec © Radio France - Axel Perret

Ganet e Speied, savet ur skouarn e galleg ur skouarn e brezhoneg, deuet da Kledenn, emañ o chom Jean-Claude Talec e Sant-Hern (29) bremañ er Poc'hêr bepred. Ar c'hizeller-se a oa kelenner war an arzoù-kaer e-pad 30 vloaz, a gan ivez er festoù-noz.

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 'oa Jean-Claude o labourat e Pariz hag a oa ret dezhañ chom di diwar-benn e vicher kizeller e-pad an hañv ken tomm anezhañ 1976. E-kerzh an dibenn-sizhun hir d'ar 14 a viz Gouere, en doa selaouet mouezhioù Ar C'hoarezed Goadeg o kanañ evit ar wech kentañ ! Ar bloaz-se a oa deuet da vezañ pouezus bras evitañ a-zivout ar c'han hengounel.

A-benn ar fin me 'lesk pladenn Ar C'hoarezed Goadeg en-dro e-pad an noz tout. Se 'oa abominapl ! (Jean-Claude Talec)

Ar C'hoarezed Goadeg e 1967
Ar C'hoarezed Goadeg e 1967 - Mouez Breizh

Deuet endro d'ar gêr e Kledenn en doa gounezet Jean-Claude un c'hoariadeg mell-droad asambles gant e vreur e Karaez. Hag int oa aet da festañ an trec'h e Fest ar Stang e Landelo, o blev hir, botoù koad e-barzh o zreid hag ur roched hir ganto. Ar giz a veze d'ar mare-se ! Enno en doa bet fromet Jean-Claude gant tud deuet gwiskamatoù Breizh ganto o kanañ e brezhoneg. Hag ouzhpenn-se Jean-Yves ar Rouz asambles gant Jakez Dilasser o tibunañ kan-ha-diskan. Ha klevet en doa ivez daou baotr eus e oad : Ar Vreudeur Kere (Guy ha Jean-Pierre) a oa e Landelo evit an dro gentañ. 

Ma doue, se a rae un taol e-barzh ma fas din, ma zo tud yaouank e-giz-se o kanañ ! (Jean-Claude Talec)

E fest ar Stang 'oa ivez Ifig Kloareg eus kelc'h keltiek Speied o sellout ouzh an dañserien yaouank evel Jean-Claude. A-benn ar fin, pemzektez war-lerc'h oa krog Jean-Claude Talec da zeskiñ un neubet traoù gant ar c'helc'h-se : gavotenn, kost ar c'hoat, pach pi, ha lañset an traoù gantañ evit an dañs hag ar c'han ivez e-pad an hañv 1976.

Kanañ a ra Jean-Claude Talec hiziv an deiz gant e verc'h Rozenn, gant Louis-Jacques Suignard ha gwechall-gozh gant Denez, Bastin Guern, Erik Salaün pe Alain le Clère.
Klevet 'vo amañ Ar C'hoarezed Goadeg o kanañ "Deomp d'an unan" (1967), Ar Vreudeur Kere "Serjant major" e Kan an Douar e Kemper (1979) ha Jean-Yves Ar Rouz asambles gant Jakez Dilasser "Andouilhenn ar person" e Kastell-Nevez-ar-Faou (1980).

Mots clés: