Replay du samedi 30 janvier 2021

Fantig Koant kanet gant Maurice Poulmarc'h hag Awenn Plougoulm

- Mis à jour le

Ur ganaouenn a gont ar gejadenn etre ur marc'hadour hag ur plac'h yaouank ha gwall baour.

Awenn Plougoulm ha Maurice Poulmar'ch e koadoù an Uhelgoad
Awenn Plougoulm ha Maurice Poulmar'ch e koadoù an Uhelgoad © Radio France - Axel Perret

Penaos e veze desket ar c'han gant ur paotrig yaouank a oa ganet e Plonevez ar Faou (29) ha deuet da vezañ ur c'haner brudet e bed ar festoù-noz ? Emañ o chom Maurice Poulmarc'h en Uhelgoad (29) dibaoe pell bremañ ha krog eo da ganañ en ur selaou ar radio er gêr gant e dud. Ret e oa dezhañ klevet ha kanañ war-lerc'h diouzthu !

Staget en deus Maurice da ganañ en ur selaou Jakez Kroc'hen a oa anv-skingomz Pierre-Jakez Eliaz evel just gant radio Kimerc'h. Klevet en deus kanaouennoù e-giz "Fantig koant" skrivet e fin an triwec'hvet kanved - sañset - gant Fañch Guenveur 'oa ganet e Plegad-Gwerann(29) e bro Dreger.

Ur billig nevez evit ober krampouezh, un trebez, ur gwele : setu va holl leve. ("Fantig koant")

Emaoc'h o klevet gant France Bleu Breizh Izel amañ "Fantig koant", un istor a garantez dibunet gant Maurice Poulmarc'h hag Awenn Plougoulm en e gichen e koad an Uhelgoad.