Replay du samedi 12 décembre 2020

Gerioù labour-douar ar vro Leon gant Marc Paugam

- Mis à jour le

Lâret 'vez diwan e bro Leon ? Penaos e vez lâret kaol-fleur er vro-mañ ?

Marc Paugam hag e werg Cécilia e-touesk an artichaod
Marc Paugam hag e werg Cécilia e-touesk an artichaod - DR

Sevel a ra Marc Paugam bevin ha gounit a ra legumaj a bep seurt en e atant e Lanhouarne (29). Deuet eo en e vleud war langaj al labour douar gant e donton - brezhoneger a feson ha kaner ivez - gant e amezeien tro dro dezhañ ha gwir eo, un hanter eus ar gaoz diwar ar micher gant e dad a zo e brezhoneg.

Brageziñ, kellidañ, diwanañ...petra an diforc'h etre ar verboù-mañ ? Tout an dud a oar petra dalv diwan. Met ne vez ket klevet er memes mod gant al labourerien douar e gorre bro Leon. Ha gerioù ispisial e vez implijet gant al legumaj ivez : brav eo ar gerioù tro dro an artichaod. Troc'het e vez ar pennoù kentañ (ar mammoù), met gwelet e vez ouzhpenn-se an eskel. Ha kaol-fleur 'vez graet brikoli anezhañ e bro Marc. Met brikoli n'eo ket brokoli !

Ha deuet eo e penn Marc Paugam evel boaz, un istor farsus diwar-benn Vonnick ha ar pastez brikoli kontet gantañ.