- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Culture
- Patrimoine
- Istor daou gazh war ur pont, ar ganaouenn skrivet ha kanet gant Riwall Huon
Istor daou gazh war ur pont, ar ganaouenn skrivet ha kanet gant Riwall Huon
Ur ganaouenn evit ar vugale hag istorioù all dibunet gant ur paotr hag a oa munuzer a-vicher.
Gounezet en deus Riwal Huon "Prizioù" 2011 gant "Ar marc'h glas" skrivet gantañ, ur romant liammet gant tout e vuhez e Sant Hern (29) dibaoe tregont vloaz. Munuzer a-vicher a oa Riwall ha roet en deus kentelioù e brezhoneg evit ar vugale e-giz den a-youl vat da c'houde.
Barzhonegoù zo graet 'vit bezañ kanet (Riwall Huon)
Al levrioù, ar brezhoneg hag ar yezh skrivet oa bet kavet bepred tro dro dezhañ bemdez er gêr e-pad e yaounakiz e Brest. Ha krog eo dibaoe pell da skrivañ forzhig a varzhonegoù.
Me a zo ur c'hazig melen eus parrez Kleden. Eñ a zo ur c'hazig louet eus parrez Speied ("An daou gazh war ar pont" gant Riwall Huon)
Barzhonegoù zo graet 'vit bezañ kanet hervez Riwall Huon. D'e soñj eo ur mod a feson da lakaat braventez son ar yezh gant ar sonerezh. Kanaouennoù farsus, pouezus pe marvailhus zo bet skrivet gantañ ha bremañ 'vo klevet istor daou gazh war ar pont, skrivet ha kanet gantañ.