Istor Job, Mari hag ar melezour gant Awenn Plougoulm
Klevet e vo istor ur melezour profet da Job ha Mari gant ur medisin e Menez Are.
Istor Job, Mari hag ar melezour gant Awenn Plougoulm
Sonerez ha konterez a-vicher eo Awenn Plougoulm. E Kommana (29) emañ o chom ar plac'h-mañ he deus kanet gant ar strollad kanerezed "Chuchumuchu". Krog eo da gontañ ha da dreuzkas mojennoù ar menez Are e daou vil daouzek.
Hag ur seurt mestr e oa Jañ Mai Skragn eviti. Labourat en doa an den-mañ evel mengleuzier er vro ha war e leve 'oa deuet da vezañ ur c'honter dispar tro dro ar Yeun Elez betek e varv pevar bloaz zo. N'eo ket bet Jañ Mai kelenner da vat da Awenn Plougoulm, just ur skouer eus ar pezh a c'hell bezañ graet.
Ar gontadenn gozh ha fentus-mañ a vo klevet a gont istor Job, Mari hag ur melezour profet dezho gant ur medisin parizian. Ur marvailh kontet gant Awenn Plougoulm hag a zo bet klevet gant Jañ Mai Skragn.
- Patrimoine
- Conte
- Langues régionales
- Afficher plus d'élements