Replay du samedi 6 février 2021

Istor Mari-Louiz e koef war he c'hartenn identelezh kontet gant Kel ar Bolzer

Penaos e oa deuet a-benn ar vaouez-mañ eus Leskon da lakaat ur poltred anezhi - ur c'hoef war he fenn - war he c'hartenn-anv.

Koefoù bro Vigoudenn dastumet gant Kel ar Bolzer
Koefoù bro Vigoudenn dastumet gant Kel ar Bolzer © Radio France - Axel Perret

Ur mailh war ar c'hoef eo Kel ar Bolzer, ur bigouter hag a zo genidik eus Landudeg (29). Ha ne blij ket kalz dezhañ gwelet ur vaouez he blev war he divskoaz ! Mont a rae ar maouezed e koef gwechall-gozh. Met echu gant ar chiz-mañ bremañ. Tregont vloaz zo 'oa bet graet ar c'hoefoù diwezhat kasimant partout e Breizh nemet e bro Vigoudenn.

Du-se e vez gwelet koefoù uhel c'hoazh. Ar c'hoef a rae parti da identelezh ar bigoudenned. Met daoust hag e veze douget ar c'hoef ganto evit kuzhat o blev pe evit diskouez anezho ? An daou war a seblant. Ar pezh ne blije ket d'ar veleien !

Setu ma 'vo lakaet ar gaoz gant Kel ar Bolzer war kartenn-anv Mari-Louiz, ur vigoudenn eus Leskon (29). Deuet e oa a-benn ar vaouez-mañ da lakaat ur foto anezhi - ur c'hoef war he fenn - war he c'hartenn-identelezh pemzek vloaz zo. Asantet he deus ar velestradurezh e Pariz a-benn ar fin. Troet 'oa bet poltred Mari-Louiz met pleget 'oa bet anezhañ war ar gartenn memestra ! An istor fentus-mañ a ziskouez penaos e vez ken pouezus ar c'hoef evit ar bigoudenned hiziv c'hoazh.