Replay du samedi 16 janvier 2021

Istor un ti-kolo, un ti-koad hag un ti-maen gant Awenn Plougoulm

- Mis à jour le

Kontadenn an tri femoc'h kanet ha kontet evit ar re yaouank hag an dud gour.

Hemañ en doa savet un ti-kolo !
Hemañ en doa savet un ti-kolo ! © Maxppp - © Cedric Jacquot - L'Est Républicain

E Kommanna emañ o chom Awenn Plougoulm a zo konterez a vicher. Homañ en doa dastumet meur a gonchenn ha kanaouenn gwechall e bro Leon hag en deus klevet kalz istorioù e Menez Are. Kanañ a ra ivez c'hoazh sonioù hengounel pe traoù a-vremañ savet ganti. 

An istor a vo kontet deoc'h ganti 'vez kavet e meur a lec'h dre Europa. Un istor hengounel dastumet ha treuzkaset dibaoe an triwec'hvet kantved d'an nebeutañ. Dibunet e vez ar gontadenn-mañ e Bro-Saoz gant loened doñv, e Bro-Spagn gant tri fenn dañvad hag e Bro-Italia gant teir gwaz. 

Hag e Breizh ? Gwechall-gozh e veze klevet ar bleiz o hudal alies dre goadoù ar Menez Are. Met perak 'ta ? 

Mots clés: