Replay du samedi 20 mars 2021

Istorioù droch ha farsus gant Kel ar Bolzer diwar-benn e vamm a wiske ar c'hoef bemdez

Ne oa ket aes evit ar bigoudenned labourat gant ur c'hoef war o fenn.

Dastumet en deus Kel ar Bolzer kalz a goefoù bigoudenn
Dastumet en deus Kel ar Bolzer kalz a goefoù bigoudenn © Radio France - Axel Perret

Pemp bloaz ha daou-ugent zo ez ae e koef tri mil bigoudenn er vro c'hoazh ! Maria Lambour eus Pont-'n-Abad, Jeanne Guéguen eus Loktudi, pe Alexia Caoudal eus Sant-Wennole. Ingal e veze graet gant mamm Kel ar Bolzer, ur bigouter eus Landudeg.

Ar vigoudenn-se ganet e 1906 a oa marc'hadourez. Dal'c'het he deus un ti-koñvers, ostaleri, ispisiri hag ober a rae war-dro saout hag loened a bep seurt ivez. Ha mamm Kel ar Bolzer a oa o labourat en ur vont e koef bemdez, ha memes betek an oad a 91 vloaz. Ha digoret he deus ur preti evit ar vicherourien ouzhpenn-se da c'houde.

Pa oa yaouank ne veze ket gwisket gant ur c'hoef nemet evit mont er maez, mont d'an oferenn pe d'ar bourc'h. Abalamour ma oa merc'h d'ur labourer-douar. Met pa oa aet war goshaat 'oa-hi e koef bemdez. Ha pa veze deuet da vezañ gwall vras ar c'hoef gant ar bigoudenned war o fenn, a-wechoù e veze cʼhoarvezet istorioù farsus ganto !

Mots clés: