Replay du samedi 17 avril 2021

Kanaouenn "Marv ar big" savet gant Jean-Claude Talec

Lakaet en deus ul lodenn eus un ton da vale dastumet e Treogan war ur chansoñ krouet diwar un istor gwir.

Ar c'haner ha kizeller Jean-Claude Talec
Ar c'haner ha kizeller Jean-Claude Talec © Radio France - Axel Perret

Petra 'vez graet gant kanaouennoù dastumet digant ar re gozh er vro ? Emaoc'h o vont da selaou un ton da vale lusket gant ar gimmick "bombomber" ennañ, kanet gant Yves Cadic e Treogan (22) bet dastumet e 1985 gant Jean-Claude Talec ar c'haner a orin eus Speied (29).

Kinniget en doa Jean-Claude da gentañ an ton da vale-se d'ar c'helc'h keltiek Speied evit ober an danserien mont e-barzh an dañs. War-lerc'h en deus lakaet Jean-Claude ar bombomber-se war ur ganaouenn anvet "Marv ar big" en deus savet asambles gant e c'hamalad bras Erik Salaün. Kanañ a rae Erik Salaün ar c'han ha diskan gant Erik Marchand e Pariz ha gant Jean-Claude Talec ivez. 

Pa vije ket ken evit nijal kandaonet ar big da vervel (Marv ar big)

Piged
Piged © Maxppp - Christian Watier

"Marv ar big" a zo ur chañson diwar-benn un istor gwir, trist kenkoulz ha farsus 'oa degouezhet da Jean-Claude. Un deiz he doa deuet ur big e-barzh e di, met n'oa ket gouest ken al lapous da nijal abalamour ma oa bet tapet anezhi dre he lost gant Jean-Claude. Ha marvet ar big. Met n'oant ket kontant mod ebet ar piged all a oa deuet tro dro an ti !

Despun holl biged ar c'hartier 'vit mont da rebech' d'ar muntrer (Marv ar big)

Ha n'eo ket echu ar marvailh-se gant Jean-Claude Talec a zo kaner ha kizeller koad ivez. Desket en doa al labour war ar c'hoad en Alre (56), ha da c'houde e skol arzoù pleustrek Boulle e Pariz. Hag en doa labouret en atalieroù mirdi ar morlu e Pariz, ha bremañ er gêr e Sant-Hern (29). Bloavezhioù zo e oa gwall glañv Erik Salaün. Ha Jean-Claude a oa oc'h ober ur skulterezh evel ul lapous - marteze ur big - he beg etrezek an traoñ en douar. N'oa ket kontant tamm ebet ar c'hizeller gant-se ha santimantoù du en e galon. Nebeut devezhioù war-lerc'h en doa bet Jean-Claude un taol pellgomz : e c'hamalad Erik Salaün a oa aet d'an anaon. Marv ar big.

"Marv ar pig" a vez klevet gant ar bladenn "Marvailhoù"
"Marv ar pig" a vez klevet gant ar bladenn "Marvailhoù"

Kavet e vez an ton da vale "Bombomber" dastumet gant Jean-Claude Talec ha "Marv ar pig" gant ar bladenn "Marvailhoù" embannet e 2011.

Mots clés: