Replay du samedi 3 avril 2021

Kontadenn "Ar gannerez noz" e-kichen iliz Sant-Herbot gant Andrev Sezneg

Istorioù an itronezed gwenn zo bet klevet gant Andrev e galleg hag en deus troet unan diouto e brezhoneg.

Iliz Sant-Herbot e Plonevez ar Faou
Iliz Sant-Herbot e Plonevez ar Faou © Radio France - Axel Perret

Emañ o foetañ Andrev Sezneg betek ar Menez Du (29) gant "Ar gannerez noz" bet klevet e galleg da gentañ hag a zo kontet deoc'h gantañ. Alies e-barzh ur gontadenn e weler doare un den a vez c'hoarvezet trubuilhoù dezhañ met bep taol memestra e teue a-benn d'en em dennañ, hervez ar c'honter a orin eus Plogoneg e bro C'hlazik (29). Un tammig e-giz ar vuhez ! 

Kontadenn "Ar gannerez noz" en he fezh

Gant kontadennoù "Ar gannerez noz" pe "An itronezed gwenn" e-giz 'vez lâret e bro Frañs, e vez lakaet ar gaoz diwar-benn an dour evit lazhañ an tan, an houarn gant an trebe, hag ar c'hoad ivez. Ha chom a ra skoachet traoù koshoc'h marteze !

Mao, troc'her koad oa hennezh e Plonevez ar Faou (29) hag eñ a laboure betek Brenniliz e lec'h m'emañ Yeun Elez, dor an ifern ! Enori e wreg a laboure er gêr hag e-giz ferourez koefoù ivez. Aet e oa-hi war-zu iliz Sant-Herbot da gas enni polotennoù amann evit profañ anezho d'ar sant a-benn kaout chañs evit al loened. Ha da c'houde e oa aet da walc'hiñ he rochedoù d'ar poull e-lec'h ma vo en em gavet gant ur vaouez dilhadoù gwenn ganti.

Lakaet eo bet Andrev Sezneg abred e pañsion ha pa oa bugel e blije dezhañ lenn kontadennoù e-giz "Ansel ha Gretel", met pas kement traoù diwar-benn Breizh. Ur mod 'oa dezhañ koulskoude hunvreal ha kaout frankiz. War e leve e vo a-benn ur bloaz. Emañ o chom ar c'honter-se e Pont-'n-Abad (29) e bro Vigoudenn dibaoe 30 vloaz.

Ar c'honter Andrev Sezneg
Ar c'honter Andrev Sezneg - DR
Mots clés: