Replay du samedi 10 avril 2021

Kontadenn "Ar gannerez noz" gant Andrev Sezneg : an diskoulm

Emaomp o kendelcʼher gant istor spontus ar gannerez-noz kroget anezhi gant Andrev Sezneg.

 En em gavout a ra Enori gant ar gannerez noz d'ar poull
En em gavout a ra Enori gant ar gannerez noz d'ar poull © Radio France - A. Perret

Enori, gwreg Mao - troc'her koad a vicher - a oa aet d'ar poull e-kichen iliz Sant-Herbot e Plonevez ar Faou (29) evit gwalc'hiñ he rochedoù da loargann, goude bezañ bet profet amann d'ar Sant ganti. Hag he doa en em gavet duhont gant un estrañjourez, dilhadoù gwenn ganti hag homañ he doa kinniget da Enori gwalc'hiñ lod eus he dilhadoù. 

Kontadenn "Ar gannerez noz" (en he fezh)

Ha n'oa ket chomet Enori da ruzañ he botoù-koad hag a-dizh oa distroet d'ar gêr. Gwall estonet 'oa Mao o welet e wreg distro ken buan-se ! Sur awalc'h he doa gwelet ur vaouez villiget kaset gant an diaoul. Met penaos 'vo graet bremañ ganto evit diwall rak sord ar gannerez noz a teuio d'ar gêr ?

Emañ o kontañ Andrev Sezneg an istor spontus-mañ deomp. Ar c'honter eus ar vro Vigoudenn en doa graet studioù teknnik hag en doa labouret war an elektronik ha da c'houde en doa labouret e-giz stummer war ar brezhoneg. E-pad e vugaleaj en doa klevet kaozeal brezhoneg gant e dud a oa peizanted, met n'oa ket gouest da gomz tamm ebet d'ar mare-se !

Mots clés: