Replay du samedi 21 novembre 2020

"Kousk Breizh Izel" gant Anne-Marie Lallouët

Ur ganaouenn vrav ha mil-vrudet kanet gant ur vaouez a oa labourerez-douar e Penn-ar-Bed.

Iliz Landelo
Iliz Landelo © Radio France - Axel Perret

"An heol a zo kuzet,  Setu echu an deiz...", brudet eo pozioù ar ganaouenn-mañ e Breizh izel hag er bed a-bezh ivez. "Kousk Breizh Izel" zo bet skrivet e 1902 ha kanet gant Anne-Marie Lallouët, ur vaouez 82 vloaz.

Ganet e oa bet Anne-marie e 1938. He zud 'oa genidik eus Lokeored ha Plonevez-ar-Faou hag ul labourerez-douar a oa-hi e-pad tout he buhez. Dimezet 'oa yaouank ha deuet da di he zud-kaer e Landelo abalamour ma oa du-hont muioc'h a zouaroù. Hag ur sapre afer e oa goro ar saout eviti e-pad tregont vloaz !

Desket he deus Anne-Marie kalz a draoù da ganañ e galleg, nemet "Bro gozh ma zadoù" pe "Kousk Breizh izel" e brezhoneg. "Pozioù a zo brav hag aes da zeskiñ" emezi ! Setu aze ur ganaouenn war un ton hengounel hag a zo bet skrivet gant an aotroù-abad Maréchal, bet ganet e Moustouer-Logunec'h e bro Gwened e 1878. 

Mots clés: