Replay du samedi 13 mars 2021

Penaos e veze troc'het ha pilet al lann er bloavezhioù 50 gant Anne-Marie

He labour war an ti-feurm e Landelo er bloavezhioù 1950 a gont deoc'h Anne-Marie Lallouët.

Parkeier lann e Penn ar bed
Parkeier lann e Penn ar bed © Radio France - Axel Perret

Anne-Marie Lallouët a oa ret dezhi labourat e-pad tout he buhez e Landelo (29) e ti-feurm he zud (genidik eus Lokeored ha Plonevez ar Faou) adalaek penn kentañ bloavezhioù hanter kant. Ha warlerc'h he doa graet gant he gwaz. Karet he dije labourat war ur vicher all kredapl, met n'oa ket evit ober goude ar skolaj. Dav 'oa dezhi sikour he zud abalamour ma oa pennherez.

Hag ur bern labourioù douar a oa d'ober gant ar re yaouank e ti-feurm evit daspugn ha pilat al lann da skouer. D'ar mare-se e veze troc'het ar c'hleuzioù dija met kalz a lann a oa c'hoazh er vro evit boueta kezeg.

An eost a veze graet gant an dorn d'ar mare-se ha ret 'oa d'al labourerien-douar diwall hordennoù fouen pe ed rak ar glebor. Gwall falll e oa ar jeu e 1958 he deus soñjet Anne-Marie. An eost a oa deuet da vezañ brein buan d'an ampoent e lec'h ma n'oa dornerez ebet c'hoazh e ti-feurm Anne-Marie Lallouët. Na plouz na fouen ebet ar bloavezh-se abalamour d'ar glav : nemet teil !