Replay du samedi 28 novembre 2020
Penaos eo erruet ar reier e koadoù an Uhelgoad kontet gant Maurice Poulmarc'h
Ar c'honter ha kaner a gont deoc'h mojennoù eus ar vro. Met tout an dra-se a zo gwir evel just !
Awenet eo Maurice Poulmarc'h gant reier ar vro ! Genidik eo eus Ploneve ar Faou (29) met emañ o chom en nec'h da goadoù an Uhelgoad dibaoe 22 vloaz. Krog eo da ganañ d'ar c'hentañ pell zo pa 'oa pilliger ha goude-se da gontañ pa oa erruet er parrez-mañ.
Ret eo d'ar c'honter selaou araok kontañ !
Ha plij a ra da Maurice ober un dro er c'hoad. N'eus ket kalz a dud en devezhioù-mañ met 'vez gwelet loened marzhus ennañ. Kontañ a ra deoc'h penaos eo bet krouet Poull ar moc'h gouez en Uhelgoad ha penaos eo erruet ar reier er c'hoadoù-mañ.
Mots clés:
- Patrimoine
- Brezhoneg - Langue bretonne
- Conte
- Afficher plus d'élements