Rekipe ar wastell Breizh mod Anne-Marie fardet gant avaloù
Ur rekipe disheñvel un tamm diouzh an hini 'vez graet peurliesañ er vro.
Ur vaouez a zaou vloaz ha pevar-ugent eo Anne-Marie Lallouët ha daoust ma oa aet d'ar skolaj e oa ret dezhi labourat e-pad tout he buhez e Landelo (29) e-barzh an ti-feurm. Gounet e veze ennañ aval-douar evit gwerzhañ anezho, savet e veze un tregont buoc'h bennak ha moc'h ivez. Ha start ar jeu pa oa moc'h bihan gant ar wiz e penn-kentañ ar bloavezhioù hanter-kant !
Un tamm diwezhatoc'h he doa desket Anne-Marie gant he fried fardañ katev breton pa oa aet d'an anaon tad-kuñv he gwaz. Ur gwastell e-giz e vez graet ivez e Tregourez, Koloreg pe Landrevarzeg gant avaloù.
Rekipe ar wastell Breizh mod Anne-Marie Lallouët eus Landelo :
- Ezhomm ho peus da gaout ur moul a ugent pe tregont sañtimetr,
- ul livr hag hanter kant gramm bleud,
- un hanter livr amann,
- un hanter livr sukr,
- seizh melen-vi hag unan evit lakaat war ar gore evit alaouriñ,
- un tamm goell kimiek giz-Elzas,
- ha tri aval krenn trenk (eus bro Kanada pe Rouanez-ar-renetez).
Lakait ar bleud en ur plad-saladenn gant ar goell, ar sukr gant un tamm sukr-vanilh. Ouzhpennit an amman a dav bezañ teuzet un tamm ha da c'houde seizh melen-vi. Meskit an holl traoù gant an daouarn ha lakait un hanter eus an toaz e-barzh ar moul. Ha pa 'po lakaet trañchennoù aval war an toaz e vo lakaet rest an toaz gant ar bizied. Ledanit da c'houde ur melen-vi war-c'horre ha tresit linennoù gant ar fourchetez e-giz kozh. Lakait er forn ha poazit e-pad un eurvezh da 180-200°.
- Patrimoine
- Agriculture
- Recettes de cuisine
- Afficher plus d'élements