Replay du samedi 31 octobre 2020

Rekipe ar c'hatev breton gant Iffig Cochevelou

- Mis à jour le

Un dra simpl-kenañ eo d'ober gwastell Breizh - pe katev breton e-giz vez lâret - gant produioù eus ar vro : bleud, sukr, amann ha vioù !

Iffig Cochevelou
Iffig Cochevelou - Breuriezh ar c'hatev breton

Rekipe ar c'hatev breton gant Iffig Cochevelou

Sañset e oa bet krouet ar gwastell-mañ e 1867 gant ur gwasteller eus bro Suis en doa dimezet ur plac'h eus Porzh-Loeiz (56) e bro An Oriant, met meur a vreton a farde anezhañ er gêr abaoe pell evel e familh Iffig Cochevelou, kampion etrebroadel gwastell Breizh e 2014 hag ezel "Kenvreuriezh ar c'hatev breton".

Graet e oa ar c'hatev breton du-se gant e dad a lakae talbod koñfiset (angélique) e-barzh ivez : Jord Cocheveloù a ouie 'ta sevel telennoù evit e vab all Alan Stivell...ha gwastilli ivez ! War e leve emañ Iffig abaoe 17 vloaz. Labourat a rae e-giz kuzulier gant al labourerien douar ha fardañ ur c'hatev breton ur wech an amzer a blij dezhañ c'hoazh. Fardet en doa e gatev breton kentañ e-pad e yaouankiz er bloavezhiou 1950 gant ar skouted Bleimor. Er mare-mañ oa bet krouet unan eus ar bagadoù gwellañ e Breizh !

Breuriezh ar c'hatev breton a sav ur c'hoñkour bep daou vloaz
Breuriezh ar c'hatev breton a sav ur c'hoñkour bep daou vloaz © Radio France - Axel Perret

Ar c'hatev breton 'oa ur gawstell fardet dreist-holl evit ar gouelioù abalamour ma gouske ker an amann gwechall gozh ha kaset ivez gant ar martoloded peogwir e chome mat e-pad pell. Peurliesañ ne vez ket diskuilhet rekipe gwastell Breizh gant ar familhoù, met n'eo ket ur sekred evit Iffig. Ha n'eus ket ezhomm da lakaat prun, kaotigell pe bleunioù orañjez e-barzh !

Rekipe ar c'hatev breton gant Iffig Cochevelou : Meskit 250g bleud ha 200g sukr kristalizet ha da c'houde 200g tammoù amann kalet. Ouzhpennit 5 melen-vi ha grit ur volenn gant an toaz. Alaouret e vo gorre ar gwastell gant ur vi ha treset 'vo linennoù gant ur fourchetezenn tri dant. Poazhit e-pad un eurvezh er forn da 160°.

Nullet e vo koñkour savet gant "Kenvreuriezh ar c'hatev breton" e Plañvour (56) d'ar 15 a viz Du 2020, met emichañs 'vo klasket d'ober ganeoc'h er gêr memestra !