Replay du samedi 29 mai 2021

Kontadenn "Yann Dispont" gant Andrev Sezneg : an diskoulm

- Mis à jour le

Emañ o kenderc'hel ar c'honter eus bro Vigoudenn gant istor mevel ar person.

Ur c'hastell war ribl ar stêr e-kichen Kemper
Ur c'hastell war ribl ar stêr e-kichen Kemper © Radio France - Axel Perret

Kontet en doa Andrev e ti Fiona Mac Leod e su Penn-ar-Bed

Kendalc'het a vo gant ar gontadenn "Yann Dispont" staget da gontañ anezhi ar sizhun tremenet. Tennet en deus Andrev Sezneg an istor-mañ a zo dibunet gantañ e-barzh levr Fañch an Uhel, an dastumer eus Bro Dreger e fin an 19vet kantved.

Yann Dispont a laboure evel mevel ar person hag a lare atav en doa aon rak netra ! Aet d'an iliz e oa ur prosesion da hanter-noz hag un oferenn oa bet graet gant ur beleg ken iskis ! 300 vloazh zo oa ar beleg-mañ o klask unan bennak da respont an oferenn dezhañ.
Diwar-se 'oa aet Yann da fouetañ bro hag e oa en emgavet asambles gant daou zen marv, daou c'hant vloaz zo. Goulennet e oa bet digant ar mevel da zizouarañ un teñzor a oa bet laeret d'an ilizoù ar vro, ha reiñ anezhañ d'ar re baour evit dilivriñ an daou baotr milliget.
Aet pelloc'h dre ar vro, en doa Yann goulennet lojañ en ur c'hastell e-lec'h ma oa an diaoul mestr warnañ. Renkontret en doa Yann tri den oc'h ober trouz enno. Ha kinniget oa bet d'ar mevel dispont dimeziñ d'ur plac'h eus ar c'hastell a-benn dieubiñ an holl !

Yann Dispont, ar gontadenn a-bezh gant Andrev Sezneg

Goude bezañ bet taolet war leurenn Gouel ar Broderezed e 1996 e Pont-'n-Abad (29), en doa Andrev Sezneg kemeret ur c'hoñje tad e-pad tri bloaz, abalamour m'en doa bet bugale. Ha d'an ampoent en doa enrollet kontadennoù evit ur radio ha renket istorioù skrivet gant Fañch an Uhel e mod Kerne evit bezañ kontet. Ha goude-se eo krog Andrev da gemer perzh e beilhadegoù aozet e su Penn-ar-bed gant ur gonterez brudet-tre eus bro Skos : Fiona Mac Leod. Hag arabat dont d'ar beilhadegoù e ti Fiona hep bezañ profet ur voutailhad pe ur gontadenn bennak !

Mots clés: