Replay du samedi 5 juin 2021

"Son al lutun" kanet gant Jean-Claude Talec

- Mis à jour le

Ar ganaouenn-se a zo bet desket dezhañ gant e dad-kozh, tost 65 bloaz zo.

Koadoù Speied e Menezioù Du
Koadoù Speied e Menezioù Du © Radio France - Axel Perret

Krog eo Jean-Claude Talec da zañsal ha da ganañ ivez war ul leurenn gant Kelc'h Keltiek Speied e Konkerne (29) e kreiz ar bloavezhioù dek ha tri-ugent. Lakaet e oa bet ar paotr yaouank-se a orin eus Speied a daol drumm war ur c'harr evit kanañ gant Jean-Louis Jacques a oa deus ur familh kanerien dispar. Ha daoust n'anavezen Jean-Claude pozioù ebet 'oa bet lañset an traoù gantañ.

E-kerzh e fest-noz kentañ e 1976 e Speied en doa desket Jean-Claude un heuliad gavotenn : "Koñskried Plonevez" ha "Son menez Kernal", un ton doubl eus Landelo troet e-mod Speied. Hag 'oa bet komprenet gant Jean-Claude d'an ampoent-se 'oa e dad hag e vamm kanerien kan-ha-diskan. Met n'oa ket bet lâret dezhañ ! Ha memestra gant e dad-kozh en doa klevet anezhañ o kanañ biskoazh.

Koulskoude en deus soñj Jean-Claude eus ur son gozh dibunet gant e dad-kozh pa oa bihan bihan tre 65 bloaz zo. E fin un devezh en ti-feurm oa bet unan deus ar gwazed ennañ hag en doa c'hoant d'ober un tamm krog gant e dad-kozh. Ha goude bezañ difeskinet an den-se gant an tad-kozh oa staget-eñ da ganañ ur son d'an dud eno : "Son al lutun".

Klevet e vez ivez e Marvailh "Son menez Kernal", un ton doubl kanet gant Jean-Claude Talec ha Louis-Jacques Suignard bet dastumet Gant Ernestine Ar Balp e 1978 e Landelo.

Mots clés: