- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Culture
- Patrimoine
- "Son ar pelikan" kanet gant Jean Herrou ha Mikaël Herrou war an delenn
"Son ar pelikan" kanet gant Jean Herrou ha Mikaël Herrou war an delenn
Ur ganaouenn 'vez graet "Me 'zo un den yaouank" anezhi ivez, desket gant Valentine Colleter eus An Uhelgoad pa 'oa deuet d'he c'hant vloaz.
Emaomp hiziv gant ar paotr yaouankañ 'bet pedet da dreuzkas deoc'h ur marvailh. Kanet 'vo gant Jean herrou a zo 25 vloaz "Son ar pelikan" asambles gant e vreur Mikaël war an delenn. Gallout a reer selaou ar ganaouenn a-bezh-mañ dindan :
E Plouneour-Menez (29) eo bet ganet Jean Herrou en ur familh a delennourion. Sevel a ra telennoù d'e dro war ar memes stumm hag hini ar pemzekvet kantvet hag e-giz e veze graet gant e dad Joël e Menez Are.
An hini 'choaz e vestrez na gousk na deiz na noz. Me 'm eus choazet unan kaeroc'h evit al loar (Son ar pelikan)
C'hoari a ra Jean gant an delenn dibaoe an oad a 6 vloaz, met bamet 'oa bet gant ar c'han ivez en ur glevet kanerien kozh eus ar vro o kanañ e koñkour "Kan ar Bobl", e lec'h ma oa o seniñ ar paotr yaouank. Krog eo neuze da selaou eurvezhioù enroladennoù gant Dastum. Ha war lerc'h en deus desket Jean Herrou ar gavotenn un tamm gant Louis Lalour (1926-2015) eus Plourac'h (22) hag un nebeut traoù gant Valentine Colleter (1918-2018) a orin eus Skrigneg (29), hag 'oa bet skrivet ur gavotenn mil vrudet ganti, diwar-benn ar gorventenn e Breizh e 1987.
Kar ma zud em dimez, 'met me n'on ket kontant (Son ar pelikan)
Deuet e oa Valentine d'he c'hant vloaz pa oa deuet Jean Herrou d'he gwelet e ti retred Plourin-Montroulez (29) peuztost eus Plouneour-Menez, da zeskiñ ur sonen 'veze kanet ganti en Uhelgoad er bloavezhioù 70 ha 80 : "Me 'zo un den yaouank", lesanvet "Son ar pelikan" ivez.
Setu ma 'vo klevet "Son ar pelikan" gant Jean Herrou a-gevret gant e vreur Mikaël Herrou o telennañ. Graet ' vez en enor da Valentine Colleter a gane betek ar fin, brav he mouezh c'hoazh en deus soñjet Jean.
Me a c'hoarvez ganin 'giz gant ur pelikan a zo digor d'e galon 'vit an holl antieramant (Son ar pelikan)