Replay du samedi 19 décembre 2020

Tammoù diembann eus "War an hent" lennet gant Kristian Braz

Emañ o lakaat e brezhoneg Kristian Braz al levr mil vrudet skrivet gant Jack Kerouac.

Emañ o treiñ Kristian Braz "War an hent" e brezhoneg eus ar saozneg
Emañ o treiñ Kristian Braz "War an hent" e brezhoneg eus ar saozneg © Radio France - Axel Perret

Tuchant e vo embannet "War an hent" gant Jack Kerouac lakaet evit ar wech kentañ e brezhoneg gant Kristian Braz a zo skrivagner er Fouilhez (29). Ur mignon bras da Kristian e oa Youenn Gwernig. Hag ar c'hizeller breton ha barzh-mañ en doa kontet dezhañ kalz traoù diwar-benn Jack Kerouac. Skrivet en doa Kerouac "Satori e Paris" dindan eizhtez gantañ - mezv dall - etre Paris ha Brest en ur glask e hentadoù e Breizh. Setu perak n'eo ket ul levr brav hervez Kristian Braz n'en doa ket c'hoant da lakaat anezhañ e brezhoneg.

Evelato en deus labouret Kristian e-pad tri bloaz d'an neubeutañ a-benn treiñ "War an hent" skrivet gant Jack Kerouac e-pad teir sizhun en un doare dreistordinal war rolloù paper hir mat. Lusk an hent, sonerezh bebop, beajoù a-dreuz ar Stadoù-Unanet, poltred tud dirollet 'vez dibunet gant ar skrivagner kanadian gall a-hed al levr-mañ. "War an hent" a gont hunvreoù ar frankiz graet gant tud yaouank en ur vro a oa o cheñch kalz !

Emañ o lenn deoc'h kristian Braz tammoù diembann al levr-mañ zo bet troet e brezhoneg gantañ. 

Mots clés: