Replay du samedi 15 mai 2021

Troer : ur vicher luzius hervez Kristian Braz a zo o treiñ "War an hent" skrivet gant Kerouac

Un toullad kaoz diwar-benn ar yezh hag ar micher a droer 'vo klevet gant ar skrivagner eus ar Fouilhez.

"War an hent" a vo embannet tuchant e brezhoneg
"War an hent" a vo embannet tuchant e brezhoneg © Radio France - Axel Perret

Nac'het e oa bet gant Kristian Braz treiñ "Satori e Pariz" e brezhoneg, n'eo ket ken brav hervezañ ha "War an hent", embannet e 1957 ha skrivet etre 1948 ha 1956 gant Jack Kerouac, a orin eus an Uhelgoad (29).

E miz Gouere 1947, esperniet ganin un hanter-kant dollar bennak va fension soudard, e oan prest da loc'hañ evit aod ar c'hornôg (War an hent)

Tri c'hant pajenn stank gant ul lusk abominapl skriverezet gant ur mekanik war rolloù paper e-pad teir sizhun gant Kerouac a zo e "War an hent". Setu ma oa krog Kristian Braz da lakaat e brezhoneg dibaoe tri bloaz ar best-seller-mañ diwar ar saozneg. Ul levr ken pouezus evitañ hag en doa lennet pa oa ugent vloaz.

Ur mignon eus San Francisco en doa kaset ul lizher din. Pediñ a rae ac'hanon da zont ha da lestrañ asambles gantañ e-bourzh ur vatimant hag a rae tro ar bed (War an hent)

Deuet e oa Jack Kerouac da vezañ ur star fobal amerikan d'an oad a 16 vloaz, met torret en doa e c'har. Da c'houde en doa hennezh, abalamour d'e bension soudard, ober studioù e skol-veur Kolumbia e New-York adalek 1939, loc'hañ gant ar skritur hag en emgavout gant arzourien ar "beat generation" (Allen Ginsberg, William S. Burroughs...). "War an hent" a zo bet skrivet goude ma oa bet embannet "The town and the city" gantañ e 1950 hag en doa graet bec'h-kaer dija.

Kristian Braz, ar skrivagner eus ar Fouilhez
Kristian Braz, ar skrivagner eus ar Fouilhez © Radio France - Axel Perret

Kemer a ra amzer spontus evit treiñ, n'eo ket dindan teir sizhun met 'vije kentoc'h tri bloaz ! (Kristian Braz)

Un toullad kaoz diwar-benn ar yezh hag ar micher a droer ken luzius a vo klevet gant Kristian Braz. Levrioù skrivet gant Steinbeck, London, Salinger zo bet troet gant ar skrivagner eus ar Fouilhez (29), e-lec'h ma teu argot, gerioù d'an ampoent e bloavezhioù 1950 ha langach ar "beat generation" pa 'vez deskrivet lusk frenetek ha dirollet un abadenn jazz gant Jack Kerouac da-skouer. Kavout ton ar skrivagner e rank ober an troer, hervez Kristian Braz, hag e ranker plaenaat bepred ar yezh ha chom gant ur geriaoureg simpl a-walc'h.

Klevet 'vo ivez e "Marvailh" Kristian Braz o lenn ur pennad eus "War an hent" troet gantañ.

Mots clés: